Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Leviegezh 3:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

3 Kinnig a raio eus an aberzh a drugarekadennoù ur prof graet dre an tan dirak an AOTROU, al lard a c’holo ar bouzelloù hag al lard a zo a-us d’ar bouzelloù,

Ver Capítulo Copiar




Leviegezh 3:3
25 Referencias Cruzadas  

O c'halon a zo tevaet evel al lard, me a gav va flijadur ez lezenn.


Kemer a ri an holl lard a c'holo ar bouzelloù, ar flip a zo war an avu, an div lounezh gant al lard a zo warno, hag o lakai da vogediñ war an aoter.


Kemer a ri lard an tourz, al lost, al lard a c'holo ar bouzelloù, ar flip a zo war an avu, an div lounezh gant al lard a zo warno, ar skoaz dehou rak un tourz a ouestladur eo,


Va mab, ro din da galon, ha ra lakaio da zaoulagad evezh ouzh va hentoù.


Digizidika kalon ar bobl-mañ, pounnera o divskouarn, serr o daoulagad, gant aon na zeufe o daoulagad da welout, o divskouarn da glevout, o c'halon da gompren, na zistrofent, ha na vefent yac'haet.


Hag e roin deoc'h ur galon nevez, hag e lakain ur spered nevez en ho tiabarzh. Dilemel a rin ar galon vaen diouzh ho korf, hag e roin deoc'h ur galon kig.


Met an aberzhourien Levited, mibien Zadok, o deus miret servij va santual, pa o deus diheñchet diouzhin mibien Israel, int a dostaio ouzhin evit va servijañ hag en em zalc'ho dirazon evit kinnig din lard ha gwad, eme an Aotrou AOTROU.


E droc’hañ a raio a dammoù gant ar penn hag al lard, hag an aberzhour o renko war ar c’hoad lakaet en tan war an aoter.


An aberzhourien, mibien Aaron, a renko an tammoù, ar penn hag al lard war ar c’hoad lakaet en tan war an aoter.


Lakaat a raio da vogediñ war an aoter lard an aberzh-dic’haouiñ.


An aberzhour a lakaio da vogediñ kement-se war an aoter. Ar boued eus ur prof graet dre an tan e vo, ur c’hwezh dudius; an holl lard a vo d’an AOTROU.


Lakaat a raio e zorn war benn ar prof, a lazho ouzh digor teltenn an engalv; an aberzhourien, mibien Aaron, a skuilho ar gwad war an aoter hag en-dro dezhi.


an div lounezhenn, al lard a zo en-dro dezho hag a c’holo an divgroazell, hag ar flipezenn a zo war an avu gant an div lounezhenn a vo lamet.


evel ma’z int savet eus ar c’hole en aberzh a drugarekadennoù, hag an aberzhour o lakaio da vogediñ war aoter al loskaberzhoù.


E zaouarn a zegaso ar prof graet dre an tan d’an AOTROU, degas a raio al lard gant ar bruched, evit hejañ ar bruched evel ur prof dirak an AOTROU.


An aberzhour o lakaio da vogediñ war an aoter evel ur prof graet dre an tan dirak an AOTROU. Un aberzh a gablusted e vo.


Hag e lakaas da vogediñ war an aoter al lard, al lounezhi hag ar flipezenn a zo war an avu eus an aberzh-dic’haouiñ, evel m’en doa gourc’hemennet an AOTROU da Voizez.


Eürus eo ho taoulagad abalamour ma welont, hag ho tivskouarn abalamour ma klevont.


Ar bobl-mañ a dosta ouzhin gant o genoù, a enor ac’hanon gant o muzelloù, met o c’halon a zo pell diouzhin.


Hag an esperañs ne drompl ket, rak karantez Doue a zo bet skuilhet en hor c’halonoù gant ar Spered-Santel a zo bet roet deomp.


o c’houzout penaos hon den kozh a zo bet kroazstaget gantañ, evit ma vo korf ar pec’hed distrujet, ha na vimp mui sklavourien ar pec’hed.


An AOTROU da Zoue a amdroc'ho da galon ha kalon da lignez, hag e kari an AOTROU da Zoue eus da holl galon hag eus da holl ene, evit ma vevi.


Zoken a-raok ma veze lakaet al lard da leskiñ, servijer an aberzhour a zeue hag a lavare d'an den a aberzhe: Ro kig da rostañ evit an aberzhour, rak ne gemero ket diganit kig bervet, met kig kriz.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos