Kemer a ri lard an tourz, al lost, al lard a c'holo ar bouzelloù, ar flip a zo war an avu, an div lounezh gant al lard a zo warno, ar skoaz dehou rak un tourz a ouestladur eo,
Kinnig a raio eus an aberzh a drugarekadennoù ur prof graet dre an tan dirak an AOTROU, al lard a c’holo ar bouzelloù hag al lard a zo a-us d’ar bouzelloù,
Mibien Aaron a lakaio da vogediñ kement-se war an aoter, a-us d’al loskaberzh a vo war ar c’hoad lakaet en tan. Ur prof graet dre an tan e vo, ur c’hwezh dudius d’an AOTROU.
Hag e lakaas da vogediñ war an aoter al lard, al lounezhi hag ar flipezenn a zo war an avu eus an aberzh-dic’haouiñ, evel m’en doa gourc’hemennet an AOTROU da Voizez.