Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Leviegezh 6:25 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

25 Komz da Aaron ha d’e vibien ha lavar: Setu lezenn an aberzh-dic’haouiñ: El lec’h ma vez lazhet al loskaberzh, e vo lazhet an aberzh-dic’haouiñ dirak an AOTROU. Un dra santel-meurbet eo.

Ver Capítulo Copiar




Leviegezh 6:25
13 Referencias Cruzadas  

Hag e lavaras din: Kambroù an hanternoz ha kambroù ar c'hreisteiz, ar re a zo dirak ar pennad a zisparti, eo ar c'hambroù santel; eno, an aberzhourien hag a dosta ouzh an AOTROU a zebro an traoù santel-meurbet. Eno e lakaint an traoù santel-meurbet, an donezonoù, an aberzhoù-dic'haouiñ, an aberzhoù a gablusted, rak al lec'h-mañ a zo santel.


Lazhañ a raio anezhañ ouzh tu an aoter a zo en hanternoz dirak an AOTROU, hag an aberzhourien, mibien Aaron, a skuilho ar gwad war an aoter hag en-dro dezhi.


Mar d-eo e brof ul loskaberzh a loened bras, e kinnigo ur par disi. E ginnig a raio a volontez vat, ouzh digor teltenn an engalv, dirak an AOTROU.


Lazhañ a raio ar c’hole dirak an AOTROU; an aberzhourien, mibien Aaron, a ginnigo ar gwad hag a skuilho ar gwad war an aoter hag en-dro dezhi, ouzh digor teltenn an engalv.


Debriñ a raio boued e Zoue, traoù santel-meurbet ha traoù santel,


Lakaat a raio e zorn war benn ar bouc’h, a vo lazhet el lec’h ma vez lazhet al loskaberzhoù dirak an AOTROU. Un aberzh-dic’haouiñ e vo.


Lakaat a raio e zorn war benn an aberzh-dic’haouiñ, a vo lazhet el lec’h ma vez lazhet al loskaberzhoù.


Ne vo ket poazhet gant goell. O lodenn eo, an hini am eus roet dezho diwar va frofoù graet dre an tan. Un dra santel-meurbet eo, evel an aberzh-dic’haouiñ hag evel an aberzh a gablusted.


An AOTROU a gomzas da Voizez o lavarout:


Pep den e-touez an aberzhourien a zebro dioutañ. Un dra santel-meurbet eo.


Bez’ emañ eus an aberzh a gablusted evel eus an aberzh-dic’haouiñ, an hevelep lezenn o deus: ar prof a vo d’an aberzhour a raio an dic’haou.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos