Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Leviegezh 5:16 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

16 Talvoudegezh an dra flipet digant ar santual a baeo, en ur lakaat ouzhpenn ar bempvedenn, hag e roio kement-se d’an aberzhour; an aberzhour a raio an dic’haou evitañ gant tourz an aberzh a gablusted, hag e vo pardonet dezhañ.

Ver Capítulo Copiar




Leviegezh 5:16
22 Referencias Cruzadas  

Skuizh on o krial, va gouzoug a zo disec'het, va daoulagad en em guzum o c'hortoz va Doue.


Mar laer un den un ejen pe un oan ha mar lazh pe mar gwerzh anezhañ, e taskoro pemp ejen evit en ejen ha pevar oan evit an oan.


P’en devo debret un den diratozh un dra santel, e lakaio ouzhpenn warnañ ar bempvedenn, hag e rento d’an aberzhour an dra santel.


Mar c’hoantaer e zasprenañ, e vo adlakaet ar bempvedenn war ar prizadur.


Mar fell d’an hini en deus santelaet e di e zasprenañ, ec’h adlakaio ar bempvedenn war dalvoudegezh ar prizadur, hag e vo dezhañ.


Mar d-eo ul loen dic’hlan, e vo dasprenet hervez da brizadur en ur lakaat ar bempvedenn ouzhpenn; ma n’eo ket dasprenet, e vo gwerzhet hervez da brizadur.


Mar fell da unan bennak dasprenañ un dra bennak eus e zeog, ur bempvedenn ouzhpenn e lakaio.


Ober a raio evit ar c’hole-mañ evel ma vez graet evit ar c’hole-dic’haouiñ; ober a raio er memes doare. Evel-se e raio an aberzhour an dic’haou evito, hag e vo pardonet dezho.


Lakaat a raio an holl lard da vogediñ war an aoter evel lard an aberzh a drugarekadennoù. Evel-se e raio an aberzhour an dic’haou eus e bec’hed evit ar penn-bras-mañ, hag e vo pardonet dezhañ.


Ober a raio eus al labous all un loskaberzh, hervez ar barnedigezhioù. Evel-se an aberzhour a raio evit an den-mañ an dic’haou eus ar pec’hed en deus graet, hag e vo pardonet dezhañ.


Evel-se an aberzhour a raio evit an den-mañ an dic’haou eus ar pec’hed en deus graet e-keñver unan an traoù-se, hag e vo pardonet dezhañ. Ar pezh a vo manet eus ar prof a vo evit an aberzhour, evel en donezonoù.


ra ginnigo d’an AOTROU e aberzh a gablusted evit ar pec’hed en devo graet, ur barez eus al loened bihan, un oan pe ur c’havr, evel aberzh-dic’haouiñ; hag an aberzhour a raio evitañ an dic’haou eus e bec’hed.


El lec’h ma vez lazhet al loskaberzh, e vo lazhet an aberzh a gablusted. Skuilhet e vo ar gwad war an aoter hag en-dro dezhi.


ec'h anzavo ar pec'hed en devo graet, e tic'haouo an dismegañs en ur lakaat ouzhpenn ar bempvedenn, hag e roio anezhañ d'an hini eo en em lakaet kablus en e geñver.


Ma n'eus den ebet evit dic'haouiñ an dismegañs en e geñver, dic'haouet e vo an dismegañs e-keñver an AOTROU, e-keñver an aberzhour, ouzhpenn an tourz-dic'haouiñ da brofañ.


Met Zake en em zalc’has dirak an Aotrou hag a lavaras dezhañ: Setu, Aotrou, reiñ a ran an hanter eus va madoù d’ar beorien ha, mar em eus noazet ouzh unan bennak en un dra bennak, e roan dezhañ peder gwech kemend all.


met d’ar re a zo e Damask da gentañ, hag e Jeruzalem hag en holl Judea ha d’ar baganed, prezeget em eus da gaout keuz ha da zistreiñ ouzh Doue, oc’h ober traoù dereat eus ar geuzidigezh.


Hag e respontjont: Mar kasit kuit arc'h Doue Israel, n'he c'hasit ket goullo. Na vankit ket d'ober un aberzh a gablusted, ha neuze e viot yac'haet, hag e ouiot perak n'en em denn ket e zorn diwarnoc'h.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos