Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Leviegezh 5:17 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

17 Mar en deus pec’het unan bennak en ur ober diratozh a-enep unan eus gourc’hemennoù an AOTROU un dra na dle ket bezañ graet, e vo kablus hag e tougo e zireizhder.

Ver Capítulo Copiar




Leviegezh 5:17
11 Referencias Cruzadas  

Da servijer a zo sklêrijennet ganto, ur gopr bras a zo evit an hini a vir anezho.


Mar d-eo holl vodadenn Israel he deus pec’het diratozh ha ma vez kuzhet ouzh daoulagad ar vodadenn, en ur ober a-enep unan eus gourc’hemennoù an AOTROU un dra na dle ket bezañ graet, oc’h en em lakaat kablus,


Mar d-eo ur penn-bras an hini en deus pec’het, en ur ober diratozh a-enep unan eus gourc’hemennoù an AOTROU e Zoue un dra na dle ket bezañ graet, oc’h en em lakaat kablus,


Mar d-eo unan bennak eus ar bobl an hini en deus pec’het diratozh, en ur ober a-enep unan eus gourc’hemennoù an AOTROU un dra na dle ket bezañ graet, oc’h en em lakaat kablus,


Mar en deus graet unan bennak un difealded hag ur pec’hed diratozh e-keñver traoù santel an AOTROU, e kinnigo d’an AOTROU evit e gablusted un tourz disi, kemeret e-touez al loened bihan hervez da brizadur e sikloù arc’hant, diouzh sikl ar santual.


Kinnig a raio d’an aberzhour evit e gablusted un tourz disi, kemeret e-touez al loened bihan hervez da brizadur; an aberzhour a raio evitañ dic’haou ar pezh en deus graet diratozh hag hep gouzout, hag e vo pardonet dezhañ.


Un aberzh a gablusted e vo, a-dra-sur e oa kablus e-keñver an AOTROU.


Met an hini n’en deus ket hec’h anavezet hag en deus graet traoù dellezek a gastiz, a vo skoet warnañ nebeutoc’h a daolioù. Goulennet e vo kalz digant an hini en deus bet kalz, hag e vo goulennet muioc’h digant an hini a zo bet fiziet kalz ennañ.


Met an hini en deus douetañs a zo koñdaonet mar debr, rak n’en gra ket gant feiz. Ha kement tra na reer ket gant feiz a zo ur pec’hed.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos