Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Leviegezh 5:15 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

15 Mar en deus graet unan bennak un difealded hag ur pec’hed diratozh e-keñver traoù santel an AOTROU, e kinnigo d’an AOTROU evit e gablusted un tourz disi, kemeret e-touez al loened bihan hervez da brizadur e sikloù arc’hant, diouzh sikl ar santual.

Ver Capítulo Copiar




Leviegezh 5:15
33 Referencias Cruzadas  

Arc'hant an aberzhoù a gablusted hag arc'hant an aberzhoù-dic'haouiñ ne veze ket degaset da di an AOTROU, rak evit an aberzhourien e oa.


ar re-mañ a reas gouestl da gas kuit o gwragez ha da ginnig un tourz evel aberzh a gablusted;


Kement a dremeno dre an niveradeg a roio un hanter sikl, hervez sikl ar santual; ur sikl a dalvez ugent gera (1 gera   0,5 g). Un hanter sikl a vo ar brofadenn d'an AOTROU .


E porzh an nor e oa div daol ouzh un tu ha div daol ouzh an tu all evit lazhañ warno al loskaberzhoù, an aberzh-dic'haouiñ hag an aberzh a gablusted.


Mar d-eo e brof eus al loened bihan, oaned pe givri, evit ul loskaberzh, e kinnigo ur par disi.


Mar d-eo e brof ul loskaberzh a loened bras, e kinnigo ur par disi. E ginnig a raio a volontez vat, ouzh digor teltenn an engalv, dirak an AOTROU.


An aberzhour a gemero unan an oaned d’e ginnig evel aberzh a gablusted gant al log eoul, hag e hejo anezho evel ur prof dirak an AOTROU.


Ma ec’h eus da brizañ un den adalek ugent vloaz betek tri-ugent vloaz, da brizadur a vo hanter-kant sikl arc’hant, diouzh sikl ar santual,


Komz da vibien Israel ha lavar: P’en devo pec’het unan bennak diratozh a-enep unan eus gourc’hemennoù an AOTROU, en ur ober un dra na dle ket bezañ graet,


An AOTROU a gomzas da Voizez o lavarout:


Talvoudegezh an dra flipet digant ar santual a baeo, en ur lakaat ouzhpenn ar bempvedenn, hag e roio kement-se d’an aberzhour; an aberzhour a raio an dic’haou evitañ gant tourz an aberzh a gablusted, hag e vo pardonet dezhañ.


Kinnig a raio d’an aberzhour evit e gablusted un tourz disi, kemeret e-touez al loened bihan hervez da brizadur; an aberzhour a raio evitañ dic’haou ar pezh en deus graet diratozh hag hep gouzout, hag e vo pardonet dezhañ.


Kinnig a raio d’an aberzhour evit e gablusted dirak an AOTROU un tourz disi, kemeret e-touez al loened bihan hervez da brizadur, evel aberzh a gablusted;


Setu lezenn an aberzh a gablusted. Un dra santel-meurbet eo.


Pep den e-touez an aberzhourien a zebro dioutañ; debret e vo el lec’h santel. Un dra santel-meurbet eo.


mard eo an dra graet diratozh, hep m'he defe e welet ar vodadenn, an holl vodadenn a ginnigo ur c'hole evel loskaberzh a c'hwezh dudius, gant an donezon hag an evadkinnig hervez ar reolennoù, hag ur bouc'h evel aberzh-dic'haouiñ.


An AOTROU a gomzas da Voizez o lavarout:


Ma n'eus den ebet evit dic'haouiñ an dismegañs en e geñver, dic'haouet e vo an dismegañs e-keñver an AOTROU, e-keñver an aberzhour, ouzhpenn an tourz-dic'haouiñ da brofañ.


Met kemer a ri da draoù santel ha da aberzhoù evit seveniñ ur gouestl, hag e teui d'al lec'h dibabet gant an AOTROU.


Hag e respontjont: Mar kasit kuit arc'h Doue Israel, n'he c'hasit ket goullo. Na vankit ket d'ober un aberzh a gablusted, ha neuze e viot yac'haet, hag e ouiot perak n'en em denn ket e zorn diwarnoc'h.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos