Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Leviegezh 6:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

7 an aberzhour a raio an dic’haou evitañ dirak an AOTROU, hag an dra en deus graet evit bezañ kablus a vo pardonet dezhañ.

Ver Capítulo Copiar




Leviegezh 6:7
22 Referencias Cruzadas  

a vir e drugarez betek ar milvet rumm, a bardon an direizhder, an disentidigezh hag ar pec'hed, met na zalc'h ket an hini kablus evit didamall, hag a gastiz fazioù an tadoù war o mibien ha war vibien o mibien betek an trede hag ar pevare rumm.


Deuit ha divizomp! eme an AOTROU. Pa vefe ho pec'hedoù evel ar ruz-moug, e teuint gwenn evel an erc'h, ha pa vefent ruz evel al limestra, e teuint evel gloan.


Mar distro an den fall diouzh e fallagriezh, evit ober ar pezh a zo reizh hag eeun, e vevo en abeg da-se.


Pa raio unan bennak d’an AOTROU ur prof e donezon, e brof a vo flour bleud; skuilhañ a raio warnañ eoul hag e lakaio warnañ ezañs.


Ober a raio evit ar c’hole-mañ evel ma vez graet evit ar c’hole-dic’haouiñ; ober a raio er memes doare. Evel-se e raio an aberzhour an dic’haou evito, hag e vo pardonet dezho.


Lakaat a raio an holl lard da vogediñ war an aoter evel lard an aberzh a drugarekadennoù. Evel-se e raio an aberzhour an dic’haou eus e bec’hed evit ar penn-bras-mañ, hag e vo pardonet dezhañ.


An aberzhour a lamo an holl lard evel ma vez lamet lard an aberzh a drugarekadennoù, hag en lakaio da vogediñ war an aoter; ur c’hwezh dudius d’an AOTROU e vo. Evel-se e raio an aberzhour an dic’haou evit an den-mañ, hag e vo pardonet dezhañ.


Ober a raio eus al labous all un loskaberzh, hervez ar barnedigezhioù. Evel-se an aberzhour a raio evit an den-mañ an dic’haou eus ar pec’hed en deus graet, hag e vo pardonet dezhañ.


Evel-se an aberzhour a raio evit an den-mañ an dic’haou eus ar pec’hed en deus graet e-keñver unan an traoù-se, hag e vo pardonet dezhañ. Ar pezh a vo manet eus ar prof a vo evit an aberzhour, evel en donezonoù.


Kinnig a raio d’an aberzhour evit e gablusted un tourz disi, kemeret e-touez al loened bihan hervez da brizadur; an aberzhour a raio evitañ dic’haou ar pezh en deus graet diratozh hag hep gouzout, hag e vo pardonet dezhañ.


An AOTROU a gomzas da Voizez o lavarout:


El lec’h ma vez lazhet al loskaberzh, e vo lazhet an aberzh a gablusted. Skuilhet e vo ar gwad war an aoter hag en-dro dezhi.


Piv a zo un Doue heñvel ouzhit, hag a bardon an direizhder hag a dremen dreist pec'hed an nemorant eus e hêrezh? Ne vir ket da viken e gounnar, rak trugarez a blij dezhañ.


Rak-se e lavaran deoc’h, pep pec’hed ha pep gwallgomz a vo pardonet d’an dud, met ar wallgomz a-enep ar Spered-Santel ne vo ket pardonet dezho.


Met mar kerzhomp er sklêrijenn, evel ma’z emañ e-unan er sklêrijenn, ez omp e kenunvaniezh an eil gant egile ha gwad Jezuz-Krist e Vab hor glana a bep pec’hed.


Mar anzavomp hor pec’hedoù, eñ a zo feal ha reizh evit o fardoniñ deomp hag evit hor glanaat a bep direizhder.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos