Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Leviegezh 4:24 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

24 Lakaat a raio e zorn war benn ar bouc’h, a vo lazhet el lec’h ma vez lazhet al loskaberzhoù dirak an AOTROU. Un aberzh-dic’haouiñ e vo.

Ver Capítulo Copiar




Leviegezh 4:24
17 Referencias Cruzadas  

Arc'hant an aberzhoù a gablusted hag arc'hant an aberzhoù-dic'haouiñ ne veze ket degaset da di an AOTROU, rak evit an aberzhourien e oa.


Hag e voe tostaet bouc'hed-dic'haouiñ dirak ar roue ha dirak ar vodadenn, hag e lakajont o daouarn warno.


Setu ar pezh a ginnigi war an aoter: daou oan eus ur bloaz, bemdez, dalc'hmat.


Bez' e oamp holl dianket evel deñved, pep hini ac'hanomp a heulie e hent e-unan, hag an AOTROU en deus lakaet da vont warnañ hon direizhder deomp-ni holl.


Lazhañ a raio anezhañ ouzh tu an aoter a zo en hanternoz dirak an AOTROU, hag an aberzhourien, mibien Aaron, a skuilho ar gwad war an aoter hag en-dro dezhi.


Lakaat a raio e zorn war benn al loskaberzh, a vo degemeret evit ober dic’haou.


Lazhañ a raio ar c’hole dirak an AOTROU; an aberzhourien, mibien Aaron, a ginnigo ar gwad hag a skuilho ar gwad war an aoter hag en-dro dezhi, ouzh digor teltenn an engalv.


Lazhañ a raio an oan el lec’h ma vez lazhet an aberzh-dic’haouiñ hag al loskaberzh, el lec’h santel, rak, evel ma’z eo an aberzh-dic’haouiñ evit an aberzhour, an aberzh a gablusted a zo evitañ ivez. Un dra santel-meurbet eo.


Lazhañ a raio bouc’h an aberzh-dic’haouiñ evit ar bobl, hag e tougo e wad en diabarzh ar ouel. Ober a raio eus e wad evel m’en deus graet eus gwad ar c’hole, e sparfo anezhañ war al lec’h-a-drugarez ha dirak al lec’h-a-drugarez.


Lakaat a raio e zorn war benn ar prof, a lazho ouzh digor teltenn an engalv; mibien Aaron a skuilho ar gwad war an aoter hag en-dro dezhi.


Lakaat a raio e zorn war benn ar prof, a lazho ouzh digor teltenn an engalv; an aberzhourien, mibien Aaron, a skuilho ar gwad war an aoter hag en-dro dezhi.


Lakaat a raio e zorn war benn ar prof, a lazho ouzh digor teltenn an engalv; mibien Aaron a skuilho ar gwad war an aoter hag en-dro dezhi.


Pep paotr e-touez mibien Aaron a zebro dioutañ. Ur reolenn beurbadus eo a rummadoù da rummadoù diwar-benn ar profoù graet dre an tan d’an AOTROU. Piv bennak a stoko outo a vo santelaet.


An aberzhour e-touez mibien Aaron a vo olevet war e lerc’h a ginnigo ar prof-mañ. Ur reolenn beurbadus eo dirak an AOTROU, devet e vo en e bezh.


Komz da Aaron ha d’e vibien ha lavar: Setu lezenn an aberzh-dic’haouiñ: El lec’h ma vez lazhet al loskaberzh, e vo lazhet an aberzh-dic’haouiñ dirak an AOTROU. Un dra santel-meurbet eo.


El lec’h ma vez lazhet al loskaberzh, e vo lazhet an aberzh a gablusted. Skuilhet e vo ar gwad war an aoter hag en-dro dezhi.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos