Leviegezh 4:25 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
25 An aberzhour a gemero gant e viz eus gwad an aberzh-dic’haouiñ, en lakaio war gerniel aoter al loskaberzhoù, hag e skuilho ar gwad ouzh troad aoter al loskaberzhoù.
Ha n'hoc'h eus ket a anaoudegezh? Ha n'hoc'h eus ket klevet? Ha n'eo ket bet lavaret deoc'h adalek ar penn kentañ? Ha n'hoc'h eus ket komprenet diazezadenn an douar?
Mont a raio d’an aoter a zo dirak an AOTROU hag e raio an dic’haou evitañ; kemer a raio eus gwad ar c’hole hag eus gwad ar bouc’h, hag en lakaio war gerniel an aoter hag en-dro dezhi.
Lakaat a raio gwad war gerniel an aoter a zo dirak an AOTROU e teltenn an engalv, hag e skuilho an holl wad ouzh troad aoter al loskaberzhoù a zo ouzh digor teltenn an engalv.
An aberzhour a lakaio gwad war gerniel aoter an ezañs a c’hwezh-vat a zo dirak an AOTROU e teltenn an engalv, hag e skuilho holl wad ar c’hole ouzh troad aoter al loskaberzhoù a zo ouzh digor teltenn an engalv.
Moizez en lazhas, a gemeras ar gwad, en lakaas gant e viz war gerniel an aoter hag en-dro dezhi, a c’hlanas an aoter, a skuilhas ar gwad ouzh troad an aoter, hag a santelaas anezhi evit ober dic’haou warni.
A-dra-sur, e oa dereat penaos an hini emañ an holl draoù evitañ ha drezañ, o fellout dezhañ degas d’ar gloar meur a vibien, a lakaje da vezañ peurvat dre boanioù Priñs o silvidigezh.