Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Leviegezh 3:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

8 Lakaat a raio e zorn war benn ar prof, a lazho ouzh digor teltenn an engalv; mibien Aaron a skuilho ar gwad war an aoter hag en-dro dezhi.

Ver Capítulo Copiar




Leviegezh 3:8
17 Referencias Cruzadas  

Bez' e oamp holl dianket evel deñved, pep hini ac'hanomp a heulie e hent e-unan, hag an AOTROU en deus lakaet da vont warnañ hon direizhder deomp-ni holl.


Lazhañ a raio anezhañ ouzh tu an aoter a zo en hanternoz dirak an AOTROU, hag an aberzhourien, mibien Aaron, a skuilho ar gwad war an aoter hag en-dro dezhi.


Lakaat a raio e zorn war benn al loskaberzh, a vo degemeret evit ober dic’haou.


Lazhañ a raio ar c’hole dirak an AOTROU; an aberzhourien, mibien Aaron, a ginnigo ar gwad hag a skuilho ar gwad war an aoter hag en-dro dezhi, ouzh digor teltenn an engalv.


Lakaat a raio e zorn war benn ar prof, a lazho ouzh digor teltenn an engalv; mibien Aaron a skuilho ar gwad war an aoter hag en-dro dezhi.


Henaourien Israel a lakaio o dornioù war benn ar c’hole dirak an AOTROU, hag e vo lazhet ar c’hole dirak an AOTROU.


Lakaat a raio e zorn war benn ar bouc’h, a vo lazhet el lec’h ma vez lazhet al loskaberzhoù dirak an AOTROU. Un aberzh-dic’haouiñ e vo.


Degas a raio ar c’hole ouzh digor teltenn an engalv, dirak an AOTROU. Lakaat a raio e zorn war benn ar c’hole, a vo lazhet dirak an AOTROU.


Ha setu, ur vouezh eus an neñvoù a lavare: Hemañ eo va Mab karet-mat, ennañ em eus lakaet va holl levenez.


rak Doue a oa e Krist, oc’h adunvaniñ ar bed gantañ, hep kontañ dezho o disentidigezh, hag o lakaat ennomp ar ger a adunvanidigezh.


Rak lakaet eo bet gantañ da vezañ pec’hed abalamour deomp an hini n’en deus ket anavezet ar pec’hed, evit ma teuimp da vezañ reizhder Doue ennañ.


rak drezañ hon eus an eil hag egile un degemer digant an Tad en un hevelep Spered.


ennañ hon eus al librentez da dostaat ouzh Doue gant fiziañs dre ar feiz ennañ.


eñ hag en deus douget hor pec’hedoù e-unan en e gorf war ar c’hoad, evit ma teujemp, o vezañ marv d’ar pec’hed, da vevañ d’ar reizhder, eñ ez oc’h bet yac’haet dre e c’houlioù.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos