Degas a reas an arc'h en tabernakl, hag e lakaas ar ouel a zisparti evit goleiñ arc'h an Testeni, evel m'en doa gourc'hemennet an AOTROU da Voizez.
Leviegezh 4:6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned an aberzhour a soubo e viz er gwad hag a sparfo ar gwad seizh gwech dirak an AOTROU, a-dal da ouel ar santual. |
Degas a reas an arc'h en tabernakl, hag e lakaas ar ouel a zisparti evit goleiñ arc'h an Testeni, evel m'en doa gourc'hemennet an AOTROU da Voizez.
An aberzhour a soubo biz e zorn dehou en eoul a vo en e zorn kleiz, hag e sparfo an eoul gant e viz seizh gwech dirak an AOTROU.
An eoul a vo manet e dorn an aberzhour, eñ en lakaio war benn an hini da c’hlanaat, hag an aberzhour a raio evitañ an dic’haou dirak an AOTROU.
Eus an eoul a vo en e zorn kleiz, an aberzhour a sparfo gant e viz dehou seizh gwech dirak an AOTROU.
Ober a raio ar sparfadur seizh gwech war an hini da c’hlanaat eus al lorgnez, en disklêrio glan, hag e laosko al labous bev er parkeier.
Kemer a raio eus gwad ar c’hole, hag e sparfo anezhañ gant e viz war c’horre al lec’h-a-drugarez, etrezek ar sav-heol. Dirak al lec’h-a-drugarez e raio sparfadur eus ar gwad seizh gwech gant e viz.
Warni e raio sparfadur eus ar gwad seizh gwech gant e viz. He glanaat hag he santelaat a raio en abeg da zic’hlanderioù mibien Israel.
Kontañ a reot seizh sabad bloavezhioù, seizh gwech seizh vloaz, ha padelezh ar seizh sabad-se a vloavezhioù a raio nav bloaz ha daou-ugent.
Ma ne’m selaouit ket en desped da-se, e kastizin ac’hanoc’h seizh gwech mui abalamour d’ho pec’hedoù,
e kerzhin ivez a-enep deoc’h hag e skoin warnoc’h seizh gwech mui abalamour d’ho pec’hedoù.
e kerzhin ivez a-enep deoc’h hag e kastizin ac’hanoc’h seizh gwech mui abalamour d’ho pec’hedoù.
an aberzhour a soubo e viz er gwad hag a sparfo anezhañ seizh gwech dirak an AOTROU, a-dal d’ar ouel.
An aberzhour a gemero gant e viz eus gwad an aberzh-dic’haouiñ, en lakaio war gerniel aoter al loskaberzhoù, hag e skuilho ar gwad ouzh troad aoter al loskaberzhoù.
An aberzhour a gemero gant e viz eus ar gwad, en lakaio war gerniel aoter al loskaberzhoù, hag e skuilho ar gwad ouzh troad an aoter.
An aberzhour a gemero gant e viz eus ar gwad, en lakaio war gerniel aoter al loskaberzhoù, hag e skuilho ar gwad ouzh troad an aoter.
Ober a reas sparfadur an aoter seizh gwech, hag ec’h olevas an aoter hag hec’h holl draoù, al laouer hag he foñs, evit o santelaat.
Moizez en lazhas, a gemeras ar gwad, en lakaas gant e viz war gerniel an aoter hag en-dro dezhi, a c’hlanas an aoter, a skuilhas ar gwad ouzh troad an aoter, hag a santelaas anezhi evit ober dic’haou warni.
Mibien Aaron a zegasas dezhañ ar gwad, hag e soubas e viz er gwad, e lakaas dioutañ war gerniel an aoter hag e skuilhas ar gwad ouzh troad an aoter.
Eleazar an aberzhour a gemero eus he gwad gant e viz, hag e raio sparfadur eus he gwad seizh gwech war diaraog teltenn an engalv.
Seizh aberzhour a zougo seizh shofar e korn tourz dirak an arc'h. Ha d'ar seizhvet deiz, e reot tro kêr seizh gwech, hag an aberzhourien a sono gant ar shofaroù.
P'en doe komzet Jozue d'ar bobl, ar seizh aberzhour a zouge ar seizh shofar e korn tourz dirak an AOTROU a dremenas hag a sonas gant ar shofaroù. Arc'h emglev an AOTROU a heulie anezho.