Neuze e tiskennas hag en em soubas seizh gwech er Jordan, hervez komz den Doue, hag e gig a zistroas dezhañ heñvel ouzh kig ur bugel bihan, hag e voe glan.
evel-se e sparfo kalz a vroadoù, hag ar rouaned a serro o genoù dirazañ, rak gwelout a raint ar pezh n'eo ket bet disklêriet dezho, hag e teskint ar pezh n'eo ket bet roet da glevout dezho.
Dek sizhunvezh ha tri-ugent a zo divizet war da bobl ha war da gêr santel evit terriñ an disentidigezh, evit lakaat termen d'ar pec'hedoù, evit ober dic'haou evit an direizhder, evit degas ar reizhder peurbadus, evit siellañ ar weledigezh hag ar brofediezh, evit oleviñ Sant ar sent.
an aberzhour a sello outañ. Mar golo al lorgnez e c’hig en e bezh, e tisklêrio glan an hini en deus ar gouli; deuet e vo da vezañ gwenn holl, glan e vo.
Kemer a raio ar c’hoad sedrez, ar sikadez, ar ruz-moug hag al labous bev, hag e soubo anezho e gwad al labous lazhet a-us d’an dour bev. Ober a raio ar sparfadur seizh gwech war an ti.
Kemer a raio eus gwad ar c’hole, hag e sparfo anezhañ gant e viz war c’horre al lec’h-a-drugarez, etrezek ar sav-heol. Dirak al lec’h-a-drugarez e raio sparfadur eus ar gwad seizh gwech gant e viz.
En em c'hlanaat a raio gant an dour-se d'an trede deiz ha d'ar seizhvet deiz, hag e vo glan. Ma n'en em c'hlana ket d'an trede deiz ha d'ar seizhvet deiz, ne vo ket glan.
tostaomp gant ur galon wirion hag ur fiziañs leun a feiz, o kaout ar c’halonoù glanaet eus loustoni ur goustiañs fall hag ar c’horf gwalc’het gant dour pur.
Goude m’en doe Moizez disklêriet d’an holl bobl ar gourc’hemennoù eus al lezenn en o fezh, e kemeras gwad al leueoù hag ar bouc’hed, gant dour, gloan ruz ha sikadez, hag e sparfas war al levr e-unan ha war an holl bobl,
rak neuze en dije ranket gouzañv meur a wech abaoe krouidigezh ar bed, met bremañ, e diwezh ar c’hantvedoù, eo en em ziskouezet ur wech hepken evit dilemel ar pec’hed oc’h en em aberzhiñ e-unan.
dibabet hervez ragouiziegezh Doue an Tad, evit bezañ santelaet gant ar Spered, evit sentiñ ouzh Jezuz-Krist ha kaout lod e sparfadur e wad: Ra vo ar c’hras hag ar peoc’h kresket deoc’h!
Eñ eo an hini a zo deuet dre an dour ha dre ar gwad: Jezuz-Krist, nann dre an dour hepken, met dre an dour ha dre ar gwad. Hag ar Spered eo a ro testeni a gement-se, dre ma’z eo ar Spered a wirionez.