Leviegezh 14:6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
6 Al labous bev a gemero, gant ar c’hoad sedrez, ar ruz-moug hag ar sikadez, hag e soubo anezho, gant al labous bev, e gwad al labous lazhet a-us d’an dour bev.
Hemañ a zo splannder skedus e c’hloar hag heñvelder e bersonelezh, derc’hel a ra an holl draoù dre e c’her galloudek. Eñ en deus graet e-unan ar c’hlanidigezh eus hor pec’hedoù hag a zo en em azezet a-zehou d’ar Veurdez doueel el lec’hioù uhel meurbet.
hag a-berzh Jezuz-Krist, an test feal, ar c’hentañ-ganet a-douez ar re varv ha Priñs rouaned an douar. D’an hini en deus hor c’haret, en deus hor gwalc’het eus hor pec’hedoù dre e wad