An aberzhour a lakaio eus an eoul a vo manet en e zorn war flipezenn skouarn dehou an hini da c’hlanaat, war veud e zorn dehou ha war veud e droad dehou, dreist gwad an aberzh a gablusted.
An aberzhour a ginnigo anezho, unan evel aberzh-dic’haouiñ hag eben evel loskaberzh. Evel-se e raio an aberzhour an dic’haou evitañ dirak an AOTROU, abalamour d’e verad.
Ober a raio evit ar c’hole-mañ evel ma vez graet evit ar c’hole-dic’haouiñ; ober a raio er memes doare. Evel-se e raio an aberzhour an dic’haou evito, hag e vo pardonet dezho.
Lakaat a raio an holl lard da vogediñ war an aoter evel lard an aberzh a drugarekadennoù. Evel-se e raio an aberzhour an dic’haou eus e bec’hed evit ar penn-bras-mañ, hag e vo pardonet dezhañ.
An aberzhour a lamo an holl lard evel ma vez lamet lard an aberzh a drugarekadennoù, hag en lakaio da vogediñ war an aoter; ur c’hwezh dudius d’an AOTROU e vo. Evel-se e raio an aberzhour an dic’haou evit an den-mañ, hag e vo pardonet dezhañ.
An aberzhour a lamo an holl lard evel ma vez lamet lard an oan en aberzh a drugarekadennoù, hag en lakaio da vogediñ war an aoter evel er prof graet dre an tan dirak an AOTROU. Evel-se an aberzhour a raio evit an den-mañ an dic’haou eus ar pec’hed en deus graet, hag e vo pardonet dezhañ.
Talvoudegezh an dra flipet digant ar santual a baeo, en ur lakaat ouzhpenn ar bempvedenn, hag e roio kement-se d’an aberzhour; an aberzhour a raio an dic’haou evitañ gant tourz an aberzh a gablusted, hag e vo pardonet dezhañ.
Dre-se eo bet ret ma teuje e pep tra heñvel ouzh e vreudeur, evit ma vije ur beleg meur trugarezus ha feal en traoù a sell ouzh Doue, evit dasprenañ pec’hedoù ar bobl,