Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Leviegezh 14:19 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

19 An aberzhour a ginnigo an aberzh-dic’haouiñ hag a raio an dic’haou evit an hini da c’hlanaat eus e zic’hlanded, ha goude e lazho al loskaberzh.

Ver Capítulo Copiar




Leviegezh 14:19
8 Referencias Cruzadas  

An aberzhour a gemero unan an oaned d’e ginnig evel aberzh a gablusted gant al log eoul, hag e hejo anezho evel ur prof dirak an AOTROU.


An aberzhour a gemero eus gwad an aberzh a gablusted hag an aberzhour en lakaio war flipezenn skouarn dehou an hini da c’hlanaat, war veud e zorn dehou ha war veud e droad dehou.


An aberzhour a ginnigo anezho, unan evel aberzh-dic’haouiñ hag eben evel loskaberzh. Evel-se e raio an aberzhour an dic’haou evitañ dirak an AOTROU, abalamour d’e verad.


Mar pec’h unan bennak a zo test, goude bezañ klevet mouezh al le, o tremen hep disklêriañ ar pezh en deus gwelet pe ar pezh a oar, e tougo e zireizhder.


ra ginnigo d’an AOTROU e aberzh a gablusted evit ar pec’hed en devo graet, ur barez eus al loened bihan, un oan pe ur c’havr, evel aberzh-dic’haouiñ; hag an aberzhour a raio evitañ an dic’haou eus e bec’hed.


Rak ar pezh a oa dibosupl d’al lezenn, abalamour ma oa dinerzh dre ar c’hig, Doue, en ur gas e Vab e-unan en ur c’hig heñvel ouzh hini ar pec’hed, hag en abeg d’ar pec’hed, a gondaonas ar pec’hed er c’hig,


Rak lakaet eo bet gantañ da vezañ pec’hed abalamour deomp an hini n’en deus ket anavezet ar pec’hed, evit ma teuimp da vezañ reizhder Doue ennañ.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos