rak ar wech-mañ e kasin va holl c'houlioù war da galon, war da servijerien ha war da bobl, evit ma ouezi penaos n'eus hini ebet heñvel ouzhin war an douar holl.
Setu perak fulor an AOTROU en em danas a-enep e bobl, astennet en deus e zorn warno ha skoet ganto, ar menezioù o deus krenet, o c'horfoù marv a oa evel teil e-kreiz ar straedoù. En desped da gement-se e fulor ne harz ket, e zorn a chom bepred astennet.
Neuze Nebukadnezar a voe leun a fulor, ha neuz e zremm a gemmas e-keñver Shadrak, Meshak hag Abed-Nego. Komz a reas hag e c'hourc'hemennas tommañ ar fornez seizh gwech muioc'h eget na oa ar c'hiz d'he zommañ.
Ar re o doa o gwalc'h a zo feurmet evit bara, hag ar re o doa naon o deus paouezet. Ar vaouez gaonac’h zoken he deus ganet seizh, hag an hini he doa kalz mibien a zo diflaket.