Elia an Tishbiad, unan eus annezidi Galaad, a lavaras da Akab: Bev eo an AOTROU Doue Israel, en em zalc'han dirazañ! E-pad ar bloavezhioù-mañ ne vo na glizhenn na glav, nemet da'm c'homz.
Pa vo serret an neñvoù ha ne vo ket a c'hlav, evit bezañ pec'het a-enep dit, mar pedont ac'hanout el lec'h-mañ, mar roont gloar da'z anv, mar distroont diouzh o fec'hedoù dre ma ez po kastizet anezho,
Gwalleur da gurunenn lorc'hus mezvierien Efraim, d'ar bleuñv gweñvet a zo e wiskamant kaerañ hag a zo a-us da draonienn strujus an dud mezevellet gant gwin.
Lavar da di Israel: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Setu, emaon o vont da zisakrañ va santual, lorc'h ho kalloud, plijadur ho taoulagad, ar pezh a gar hoc'h eneoù. Hag ho mibien hag ho merc'hed hoc'h eus lezet a gouezho dre ar c'hleze.
Evel-henn e komz an AOTROU: Skoazellerien an Ejipt a gouezho, ha lorc'h he nerzh a vo izelaet. Adalek Migdol betek Sien, e kouezhint dre ar c'hleze en he c'hreiz, eme an Aotrou AOTROU.
Me a lakaio da zont an droukañ eus ar broadoù, hag e tiberc'hennint o ziez, hag e lakain da baouez lorc'h ar re c'halloudek, hag e vo saotret o lec'hioù santel.
Bremañ eta, me Nebukadnezar a veul, a uhela hag a ro gloar da Roue an neñvoù, a zo reizh e holl oberennoù hag eeun e hentoù. Eñ a c'hell izelaat ar re a gerzh gant lorc'h.
En deiz-se ne vi ken mezhek en abeg d'an holl oberoù ec'h eus pec'het drezo a-enep din; rak neuze e lamin eus da greiz an holl re a zo bet laouen gant da lorc'h, ha ne gendalc'hi ken da vezañ lorc'hus war venez va santelezh.
Me a lavar deoc’h e gwirionez, bez’ e oa kalz a intañvezed en Israel en amzer Elia, pa voe serret an neñv e-pad tri bloaz ha c’hwec’h miz ha pa c’hoarvezas un naonegezh vras dre an holl vro.
Fulor an AOTROU en em danfe a-enep deoc'h, hag e serrfe an neñvoù, ne vefe ket glav, an douar ne rofe ket e frouezh, hag e varvfec'h buan a-ziwar ar vro vat a ro deoc'h an AOTROU.
Ar bobl a zistroas d'ar c'hamp, hag henaourien Israel a lavaras: Perak en deus hon lezet an AOTROU da vezañ pilet gant ar Filistined? Lakaomp arc'h emglev an AOTROU da zont eus Silo, ra zeuio en hor c'hreiz, ha ra hon dieubo eus dorn hon enebourien.