Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Leviegezh 26:20 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

20 Ho nerzh a faezho en aner, an douar ne roio ket e genderc’h ha gwez ar parkeier ne roio ket o frouezh.

Ver Capítulo Copiar




Leviegezh 26:20
21 Referencias Cruzadas  

Pa labouri an douar, ne roio ken dit e frouezh. Ur c'hantreer hag un tec'her e vi war an douar.


Elia a yeas d'en em ziskouez da Akab. An naonegezh a oa bras e Samaria.


ra roio draen e-lec'h gwinizh, ha dreog e-lec'h heiz! Setu diwezh komzoù Job.


ar vro strujus en ul lanneg sall, abalamour da fallentez e annezerien.


Kanaouenn ar "Maalod"; eus Salomon. Ma ne sav ket an AOTROU an ti, ar re en sav a labour en aner. Ma ne ziwall ket an AOTROU kêr, an hini he diwall a evesha en aner.


Ankounac'haet ec'h eus Doue da silvidigezh, ne'c'h eus ket bet soñj eus roc'h da nerzh, hag en abeg da-se e plantez plantennoù plijus hag e hadez bodoù estren.


En deiz ma plantez e savez ur c'hleuz en-dro dezho, ha da vintin e lakaez da had da vleuniañ, met da zeiz ar gerz eo aet kuit an eost, hag ar glac'har a zo dibare.


Ha me am eus lavaret: Labouret em eus en aner, kuzumet em eus didalvoud hag hep frouezh, met va gwir a zo gant an AOTROU, ha va gopr e-kichen va Doue.


Hadet o deus gwinizh hag ec'h eostont draen, roet o deus bec'h hep gounid. Mezh hoc'h eus gant hoc'h eostoù, en abeg da gounnar entanet an AOTROU.


Lakaat a rin da baouez hec'h holl levenez, he gouelioù, he loarioù nevez, he deizioù sabad, hag hec'h holl lidoù.


me a roio deoc’h ar glav en amzer dereat, an douar a roio e genderc’h ha gwez ar parkeier a roio o frouezh,


Setu, ha n'eo ket dre volontez AOTROU an armeoù e labour ar pobloù evit an tan, ha ma en em skuizh ar broadoù evit netra?


neuze, pa deuec'h d'ur bern a ugent muzuliad, ne oa nemet dek, pa zeuec'h d'ar veol evit tennañ hanter-kant muzul eus ar waskell, ne oa nemet ugent.


Me am eus plantet, Apolloz en deus douret, met Doue en deus lakaet da greskiñ,


Aon am eus evidoc’h ne’m befe labouret en aner en ho keñver.


Fulor an AOTROU en em danfe a-enep deoc'h, hag e serrfe an neñvoù, ne vefe ket glav, an douar ne rofe ket e frouezh, hag e varvfec'h buan a-ziwar ar vro vat a ro deoc'h an AOTROU.


Milliget e vo frouezh da gof, frouezh da zouar, klodadoù da saout ha da zeñved.


An amprevaned a baoura da wez ha frouezh da zouar.


rak un tan a zo bet enaouet em c'hounnar, hag e tevo betek foñs lec'h ar marv, hag e losko an douar hag e frouezh, hag ec'h entano diazezoù ar menezioù.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos