Leviegezh 26:17 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
17 me a lakaio va dremm a-enep deoc’h, pilet e viot gant hoc’h enebourien, ar re a gasa ac’hanoc’h ho mestronio hag e tec’hot hep den o redek war ho lerc’h.
Pa vo bet pilet da bobl Israel gant hec'h enebour, evit bezañ pec'het a-enep dit, mar distroont, mar roont gloar da'z anv, mar reont dit pedennoù ha goulennoù en ti-mañ,
Kounnar an AOTROU a entanas a-enep Israel, hag e lakaas anezho etre daouarn Hazael roue Siria hag etre daouarn Ben-Hadad mab Hazael, e-pad an holl amzer-se.
petra bennak ma ne oa ket manet a soudarded da Joakaz, nemet hanter-kant marc'heger, dek karr ha dek mil den war-droad. Rak roue Siria en doa o distrujet, hag o lakaet evel ar boultrenn a vac'her gant an treid.
Aze e-lec'h n'eus spont ebet, ez eont da vezañ leuniet a spouron, rak Doue a stlabezo eskern ar re a gamp a-enep dit. O rentañ a ri mezhek rak Doue en deus o zaolet kuit.
Mil ac'hanoc'h a vo gourdrouzet gant un den, ha dirak gourdrouz pemp den e tec'hot, ken na chomo ac'hanoc'h nemet evel ur post war-lein ur menez, evel ur banniel war ur grec'hienn.
Hag e kasin da netra el lec'h-mañ kuzul Juda ha Jeruzalem, hag e rin dezho kouezhañ dre ar c'hleze dirak o enebourien, ha dre zorn ar re a glask o buhez, hag e roin o c'horfoù marv da voued da laboused an neñvoù ha da loened an douar.
Hec'h enebourien a zo lakaet da bennoù, ar re a gasa anezhi a ra berzh. Rak an AOTROU en deus hec'h enkrezet en abeg d'he fec'hedoù niverus. He bugaligoù a zo aet dalc'het dirak an enebour.
Stegnet en deus e wareg evel un enebour. Dalc'het en deus e zehou evel hini un argader, lazhet en deus kement hini a oa plijus d'al lagad. E teltenn merc'h Sion en deus skuilhet e gounnar evel un tan.
Hag e troin va dremm a-enep dezho; pa vint deuet er-maez eus an tan, an tan a devo anezho c'hoazh. Hag e ouiot ez on me an AOTROU, pa droin va dremm a-enep dezho.
Piv bennak eus ti Israel pe eus an diavaezidi o chom en o zouez, a zebro ur gwad bennak, me a lakaio va dremm a-enep an hini en devo debret gwad, hag e lamin anezhañ a-douez e bobl,
An AOTROU a lakaio ac'hanout da vezañ pilet gant da enebourien; mont a ri a-enep dezho dre un hent, hag e tec'hi a-zirazo dre seizh hent, hag e vi stlabezet dre holl rouantelezhioù an douar.
Fulor an AOTROU en em danas a-enep Israel, hag e lakaas anezho etre daouarn preizhataerien o freizhas, hag e werzhas anezho etre daouarn o enebourien tro-dro, ha ne c'helljont ken derc'hel dirak o enebourien.
Fulor an AOTROU en em danas a-enep Israel, hag e werzhas anezho etre daouarn Kushan-Rishataim roue Mezopotamia. Hag e voe mibien Israel sujet da Gushan-Rishataim e-pad eizh vloaz.
Met ma ne sentit ket ouzh mouezh an AOTROU , ha mar bezit disentus ouzh gourc'hemenn an AOTROU , dorn an AOTROU a vo a-enep deoc'h evel m'eo bet a-enep ho tadoù.
Ar Filistined a vrezelas eta, hag Israel a voe pilet, ha pep hini a dec'has d'e deltenn. Al lazhadeg a voe bras, tregont mil den war droad eus Israel a gouezhas.