Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Leviegezh 26:16 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

16 setu amañ neuze ar pezh a rin deoc’h: Lakaat a rin ar spont da zont warnoc’h, an diviañs hag an derzhienn, hag e kuzumint ho taoulagad hag e skuizhint hoc’h ene; hadañ a reot en aner ho had rak hoc’h enebourien en debro;

Ver Capítulo Copiar




Leviegezh 26:16
35 Referencias Cruzadas  

Pa vo er vro an naonegezh pe ar vosenn pe ar mergl pe an intr pe ar c'hilheien-raden pe ar preñvedigoù, pa vint sezizet en o bro hag en o dorojoù gant o enebourien, pa vo ur gouli pe ur c'hleñved bennak,


Ar spouronoù a sezizo anezhañ a bep tu, war-lerc'h e dreid e redint.


Tennañ a raio an dared eus e gorf, hag an houarn luc'hedus eus e avu. Spontoù ar marv a zeuio warnañ.


ra zebro unan all ar pezh am eus hadet, ra vo diwriziennet va eost!


Laka warnañ un den drouk, ha ma en em zalc'ho un heskiner en e du dehou!


Setu, distrujet int a-daol-trumm, lamet ha kuzumet dre un termen buan.


Dre ur c'hwezhadenn e teuzas o deizioù, dre ur spont buan o bloavezhioù.


Lavarout a reas: Mar selaouez gant evezh mouezh an AOTROU da Zoue, mar rez ar pezh a zo reizh dirak e zaoulagad, mar roez skouarn d'e c'hourc'hemennoù ha mar mirez e holl lezennoù, ne roin ket dit hini ebet eus ar c'hleñvedoù am eus lakaet war an Ejipt, rak me eo an AOTROU a yac'ha ac'hanout.


Mallozh an AOTROU a zo war di an den drouk, met bennigañ a ra ti ar re reizh.


Ar re n'o devo ket pleget e-touez ar brizonidi, a gouezho e-touez ar re varv. Ha ne zigounnar ket, e zorn a zo atav astennet.


An AOTROU en deus e douet dre e zorn dehou ha dre e vrec'h c'halloudek: Ne roin ken da winizh da vevañs da'z enebourien, ha mibien an diavaezidi ne evint ken da win, a zo bet produet gant da labour.


Hag e voe lavaret da di David: Kevrediñ a ra Siria gant Efraïm. Kalon Akaz ha kalon e bobl a voe brañsellet, evel ma vez brañsellet gwez ar c'hoadoù gant an avel.


Hadet o deus gwinizh hag ec'h eostont draen, roet o deus bec'h hep gounid. Mezh hoc'h eus gant hoc'h eostoù, en abeg da gounnar entanet an AOTROU.


Hag e kasin warno pevar seurt gwalenn, eme an AOTROU: Ar c'hleze evit lazhañ, ar chas evit stlejañ, laboused an neñv ha loened an douar evit lonkañ ha distrujañ.


Liesaat a rin o intañvezed, muioc'h eget traezh ar morioù, kas a rin warno, war vamm an den yaouank, an distrujer e-kreiz an deiz, hag e rin kouezhañ buan warni an enkrez hag ar spont.


Rak evel-henn e komz an AOTROU: Setu ez an da reiñ ac'hanout d'ar spont, te ha da holl vignoned. Kouezhañ a raint dre gleze o enebourien, ha da zaoulagad a welo-se. Me a lakaio Juda holl etre daouarn roue Babilon, a gaso anezho da Vabilon hag a skoio warno gant ar c'hleze.


Lonkañ a raio da eost ha da vara, lonkañ a raio da vibien ha da verc'hed, lonkañ a raio da zeñved ha da ejened, lonkañ a raio da winienn ha da wezenn-fiez, distrujañ a raio gant ar c'hleze da gêrioù kreñv ma fizies enno.


ho tulbanoù a vo war ho pennoù, ho potoù ouzh ho treid, ne zougot ket kañv, ne ouelot ket, met skoet e viot a langis en abeg d'ho tireizhder, hag e huanadot an eil gant egile.


Te, mab an den, lavar da di Israel: Komzet hoc'h eus evel-henn o lavarout: Pa'z emañ hon disentidigezh hag hor pec'hedoù warnomp, ha ma tinerzhomp en abeg dezho, penaos e c'hellimp bevañ?


Ha setu, dre ma hoc'h eus gwasket ar paour ha kemeret digantañ truaj an ed, savet hoc'h eus tiez e mein-ben met ne chomot ket enno, plantet hoc'h eus gwini dispar met n'evot ket o gwin.


Hadañ a ri met ne vedi ket, gwaskañ a ri an olivez met n'en em olevi ket gant eoul, rezin az po met n'evi ket gwin.


Hadet hoc'h eus kalz, met dastumet hoc'h eus nebeut; debret hoc'h eus, met n'hoc'h eus ket bet ho kwalc'h; evet hoc'h eus, met n'hoc'h eus ket torret ho sec'hed; gwisket hoc'h eus, met n'oc'h ket tommet; gounid an hini en em c'hopra a zo lakaet en ur sac'h toullet.


Ha setu amañ ar gouli a skoio an AOTROU drezañ gant an holl bobloù o devo brezelet a-enep Jeruzalem: Lakaat a raio o c'hig da vreinañ e-pad ma vint en o sav war o zreid, o daoulagad a vreino en o zoulloù, hag o zeod a vreino en o genoù.


Setu, distrujañ a rin hoc'h haderezh, ha skuilhañ a rin teil war ho tremmoù, teil loened hoc'h aberzhoù, hag e viot kaset kuit ganto.


a zebro frouezh da loened ha frouezh da zouar, betek ma vi distrujet. Ne lezo dit na gwinizh, na gwin, nag eoul, na klodadoù da saout ha da zeñved, betek ma vi distrujet,


Ar c'hleze a zistrujo er-maez, hag ar spouron e-barzh, o skeiñ an den yaouank hag ar werc'hez, ar poupig had an den gant blev gwenn.


Un dra euzhus eo kouezhañ etre daouarn an Doue bev.


Ael an AOTROU a zeuas hag a azezas dindan an dervenn a oa en Ofra hag a oa da Joaz an Abiezerad. Gedeon e vab a zorne an ed er waskell, evit e guzhat a-zirak Madian.


An hini eus da re na'm bo ket lamet eus kichen va aoter, a vo evit glac'hariñ da zaoulagad hag enkreziñ da ene, hag holl vibien da di a varvo en oad-gour.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos