Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Leviegezh 26:28 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

28 e kerzhin ivez a-enep deoc’h hag e kastizin ac’hanoc’h seizh gwech mui abalamour d’ho pec’hedoù.

Ver Capítulo Copiar




Leviegezh 26:28
16 Referencias Cruzadas  

Ro d'hon amezeien seizh gwech muioc'h en o bruched, an dismegañs o deus graet dit, Aotrou!


N'eus ket a gounnar ennon. Pa vo roet din drez pe spern da stourm outo, kerzhout a rin warno, hag o deviñ a rin a-unvan,


Hervez an oberennoù e vo ar pae: Daskoriñ a raio ar fulor ouzh e enebourien, o gopr ouzh e stourmerien, hag o gopr d'an inizi.


Bet on va-unan o jaodriñ er waskell, hag a-douez ar pobloù hini ebet ne oa ganin. O mac'het em eus em c'hounnar, o bruzunet em eus em fulor, o gwad en deus strinket war va dilhad ha mastaret em eus va holl wiskamantoù.


Rak setu ma teuio an AOTROU en un tan, e girri a vo evel ur barr-avel, evit treiñ e imor e fulor hag e c'hourdrouz e flammoù tan.


Ha me va-unan a stourmo a-enep deoc'h, gant un dorn astennet hag ur vrec'h kreñv, gant kounnar, gant fulor ha gant ur vrouez vras.


Setu perak, evel-henn e komz an AOTROU: Setu, va c'hounnar, va fulor a gouezho war al lec'h-mañ, war an dud ha war al loened, war gwez ar parkeier ha war frouezh an douar, va fulor a zevo ha ne vo ket mouget.


An AOTROU en deus sevenet e fulor, stlabezet e gounnar entanet, hag enaouet e Sion un tan en deus lonket he diazezoù.


Sevenet e vo va c'hounnar, hag e paouezo va fulor warno, hag em bo keuz. Pa em bo sevenet va fulor a-enep dezho, e ouezint penaos me an AOTROU am eus komzet em gwarizi.


Bez' e vi un dismegañs hag ur vezh, ur skouer hag ur souezh evit ar broadoù a zo en-dro dit, pa rin va barnedigezhioù a-enep dit, gant kounnar, gant fulor, ha gant kastizoù fuloret. Me an AOTROU am eus komzet.


Ha me ivez a raio gant fulor, va lagad n'esperno ket, hag e vin didruez. Pa griint a vouezh uhel da'm divskouarn, ne selaouin ket outo.


e kerzhin ivez a-enep deoc’h hag e skoin warnoc’h seizh gwech mui abalamour d’ho pec’hedoù.


Ma ne’m selaouit ket en desped da-se ha ma kerzhit c’hoazh a-enep din,


Me ivez a enebo outo hag e kasin anezho e bro o enebourien, ha neuze o c’halonoù diamdroc’h a blego hag ec’h anzavint o direizhder.


An AOTROU a zo un Doue gwarizius ha veñjer. En em veñjiñ a ra an AOTROU, hag ar fulor a zo e c'hourc'hemenn. En em veñjiñ a ra an AOTROU eus e enebourien, hag e vir e gounnar ouzh e eneberien.


Piv a bado dirak e fulor? Piv a zalc'ho en e sav dirak tan e gounnar? E fulor en em skuilh evel un tan, hag ar reier a zo bruzunet dirazañ.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos