Aberzhiñ a ri evit ar pec'hed, bemdez, ur c'hole yaouank, evit an dic'haou. Hag e kinnigi evit an aoter un aberzh evit ar pec'hed, oc'h ober an dic'haou eviti hag ec'h olevi anezhi evit he santelaat.
E-pad seizh devezh e ri an dic'haou evit an aoter hag e ouestli anezhi, hag an aoter a vo un dra santel-meurbet. Kement a stoko ouzh an aoter a vo gouestlet.
An AOTROU a lavaras c'hoazh: Laka da zorn ez pruched. Lakaat a reas e zorn en e vruched hag e tennas anezhañ er-maez, ha setu, e zorn a oa lovr, gwenn evel erc'h.
evel-se e sparfo kalz a vroadoù, hag ar rouaned a serro o genoù dirazañ, rak gwelout a raint ar pezh n'eo ket bet disklêriet dezho, hag e teskint ar pezh n'eo ket bet roet da glevout dezho.