Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Leviegezh 8:12 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

12 Skuilhañ a reas eoul a oleviadur war benn Aaron hag ec’h olevas anezhañ evit e santelaat.

Ver Capítulo Copiar




Leviegezh 8:12
9 Referencias Cruzadas  

Evel an eoul prizius eo, an hini a ziskenn war benn ha war varv Aaron, hag a zeu betek bord e zilhad.


Hag e wiski ganto Aaron da vreur hag e vibien gantañ; hag o olevi, o gouestli, o santelai, evit ma servijint ac'hanon evel aberzhourien.


Kemer a ri eoul an oleviadur a skuilhi war e benn, hag ec'h olevi anezhañ.


Hag ec’h olevi Aaron hag e vibien, hag e ouestli anezho, evit ma servijint ac'hanon evel aberzhourien.


Ne d-eot ket kuit er-maez eus digor teltenn an engalv gant aon na varvfec’h, rak eoul oleviadur an AOTROU a zo warnoc’h. Hag e rejont hervez komzoù Moizez.


mar d-eo un aberzhour olevet an hini en deus pec’het, o lakaat dre eno ar bobl kablus, ra ginnigo d’an AOTROU evit ar pec’hed en devo graet ur c’hole disi evel aberzh-dic’haouiñ.


Kement-se eo ar pezh en deus gourc’hemennet an AOTROU da vibien Israel da reiñ dezho adalek deiz o oleviadur. Ur reolenn beurbadus eo a rummadoù da rummadoù.


Moizez a gemeras eoul a oleviadur ha gwad a oa war an aoter, hag a reas ar sparfadur war Aaron ha war e wiskamantoù, war e vibien ha war wiskamantoù e vibien gantañ; hag e santelaas Aaron hag e wiskamantoù, e vibien ha gwiskamantoù e vibien gantañ.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos