16 An aberzhour a soubo biz e zorn dehou en eoul a vo en e zorn kleiz, hag e sparfo an eoul gant e viz seizh gwech dirak an AOTROU.
An aberzhour a gemero eus al log eoul hag en skuilho war balv e zorn kleiz e-unan.
An aberzhour a lakaio eus an eoul a vo manet en e zorn war flipezenn skouarn dehou an hini da c’hlanaat, war veud e zorn dehou ha war veud e droad dehou, dreist gwad an aberzh a gablusted.
an aberzhour a soubo e viz er gwad hag a sparfo anezhañ seizh gwech dirak an AOTROU, a-dal d’ar ouel.
an aberzhour a soubo e viz er gwad hag a sparfo ar gwad seizh gwech dirak an AOTROU, a-dal da ouel ar santual.
Ober a reas sparfadur an aoter seizh gwech, hag ec’h olevas an aoter hag hec’h holl draoù, al laouer hag he foñs, evit o santelaat.
N’eus en em gavet nemet an diavaeziad-mañ hag a zo distroet da reiñ gloar da Zoue?
Pe eta e tebrit, pe ec’h evit, pe e rit un dra bennak all, grit holl evit gloar Doue.