Tremen a reas ac'hane etrezek ar menez e sav-heol Betel, hag e fichas e deltennoù etre Betel er c'huzh-heol hag Ai er sav-heol. Sevel a reas eno un aoter d'an AOTROU hag e c'halvas anv an AOTROU.
Jozue 7:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Jozue a gasas tud eus Jeriko da Ai, e-kichen Betaven, e sav-heol da Vetel, hag a lavaras dezho: Pignit da spiañ ar vro. An dud a bignas hag a spias Ai. |
Tremen a reas ac'hane etrezek ar menez e sav-heol Betel, hag e fichas e deltennoù etre Betel er c'huzh-heol hag Ai er sav-heol. Sevel a reas eno un aoter d'an AOTROU hag e c'halvas anv an AOTROU.
Yud, Hesbon! Rak Ai a zo distrujet. Garmit, merc'hed Rabba, gwiskit ar sac'h, hirvoudit, redit amañ hag ahont a-hed ar mogerioù! Rak Malkam a yelo d'an harlu gant e aberzhourien hag e bennoù.
Mar gastaouez, Israel, ra ne zeuio ket Juda da vezañ kablus. N'it ket da C'hilgal, na bignit ket da Vetaven, ha na douit ket: An AOTROU a zo bev!
Setu, e kasan ac’hanoc’h evel deñved e-touez ar bleizi, bezit eta evezhiek evel naered ha eeun evel koulmed.
Lakait evezh eta ouzhoc’h hoc’h-unan d’en em ren gant eeunder, nann evel tud diskiant met evel tud fur,
O harz hanternoz a yae adalek ar Jordan, hag e pigne war gostez hanternoz Jeriko, hag e pigne er menez war-zu ar c'huzh-heol, hag e tape gouelec'h Betaven,
Jozue mab Nun a gasas e kuzh eus Sitim daou spier o lavarout: Kit da spiañ ar vro, ha Jeriko. Mont a rejont eta hag e teujont da di ur c'hast anvet Rahab, hag e kouskjont eno.
Distroet da gavout Jozue, e lavarjont dezhañ: Ra ne bigno ket an holl bobl, met ra'z aio daou pe tri mil den hag e pilint Ai. Na skuizh ket an holl bobl evit ken nebeut a dud.
Hag ar Filistined en em zastumas evit ober brezel da Israel, gant tregont mil karr ha c'hwec'h mil marc'heger, hag ur bobl niverus evel an traezh a zo war vord ar mor. Pignat a rejont hag e kampjont e Mikmash, ouzh sav-heol Bet-Aven.
Kas a reas d'ar re a oa e Betel, da re a oa e Ramod-ar-C'hreisteiz, d'ar re a oa e Jattir,