Met truez am bo ouzh ti Juda, o saveteiñ a rin dre an AOTROU o Doue, ha ne savetein ket anezho dre ar wareg, na dre ar c'hleze, na dre ar brezelioù, na dre ar c'hezeg, na dre ar varc'hegerien.
Jozue a gasas tud eus Jeriko da Ai, e-kichen Betaven, e sav-heol da Vetel, hag a lavaras dezho: Pignit da spiañ ar vro. An dud a bignas hag a spias Ai.
Pa save an AOTROU barnerien dezho, e veze an AOTROU gant ar barner, hag o dieube eus dorn o enebourien e-pad holl vuhez ar barner, rak keuz en deveze an AOTROU abalamour d'ar c'hlemmoù a laoskent dirak ar re o gwaske hag o mac'he.
Met hiziv e taolit kuit ho Toue en deus ho tieubet eus hoc'h holl boanioù hag eus hoc'h holl c’hlac’haroù, hag e lavarit dezhañ: Met laka ur roue warnomp. En em ziskouezit eta bremañ dirak an AOTROU dre veuriadoù ha dre vilieroù.
Hag ar Filistined en em zastumas evit ober brezel da Israel, gant tregont mil karr ha c'hwec'h mil marc'heger, hag ur bobl niverus evel an traezh a zo war vord ar mor. Pignat a rejont hag e kampjont e Mikmash, ouzh sav-heol Bet-Aven.
Warc'hoazh d'an eur-mañ e kasin dit un den eus bro Benjamin, hag ec'h olevi anezhañ evit bezañ rener war va fobl Israel, hag eñ a zieubo va fobl eus dorn ar Filistined. Rak sellet em eus ouzh va fobl, rak deuet eo he garm betek ennon.