Tremen a reas ac'hane etrezek ar menez e sav-heol Betel, hag e fichas e deltennoù etre Betel er c'huzh-heol hag Ai er sav-heol. Sevel a reas eno un aoter d'an AOTROU hag e c'halvas anv an AOTROU.
Setu al lodenn degouezhet dre ar sord da vibien Jozef. En em astenn a rae adalek ar Jordan e-kichen Jeriko da zoureier Jeriko ouzh ar reter, betek ar gouelec'h a bign eus Jeriko da venez Betel,
hag an holl gêriadennoù a oa en-dro d'ar c'hêrioù-se, betek Baalad-Beer, a zo Ramad-ar-C'hreisteiz. Hennezh e voe hêrezh meuriad mibien Simeon, hervez o ziegezhioù.
Jozue a gasas tud eus Jeriko da Ai, e-kichen Betaven, e sav-heol da Vetel, hag a lavaras dezho: Pignit da spiañ ar vro. An dud a bignas hag a spias Ai.
Jozue a gasas anezho hag ez ejont d'en em lakaat e ged, hag en em zalc'hjont etre Betel hag Ai, er c'huzh-heol da Ai. Jozue a chomas en noz-se e-kreiz ar bobl.