Nehemia 11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 11 1 Pennoù ar bobl a rejont o diazez e Jeruzalem, met nemorant ar bobl a dennas d'ar sord evit ma vefe un dekvedenn o chom e Jeruzalem, ar gêr santel, hag an nav dekvedenn all er c'hêrioù all. 2 Ar bobl a vennigas an holl re a asantas a-youl-vat chom e Jeruzalem. 3 Setu amañ pennoù ar proviñs a reas o diazez e Jeruzalem. E kêrioù Juda e voe o chom pep hini en e zalc'h, en e gêr, Israeliz, aberzhourien, Levited, Netiniz, mibien servijerien Salomon. 4 Mibien eus Juda ha mibien eus Benjamin a reas o diazez e Jeruzalem. Eus mibien Juda: Ataja mab Ozia, mab Zakaria, mab Amaria, mab Shefatia, mab Mahalaleel, a-douez mibien Farez; 5 Maaseja mab Baruk, mab Kolhoze, mab Hazaja, mab Adaja, mab Jojarib, mab Zakaria, mab Shiloni; 6 holl vibien Farez a reas o diazez e Jeruzalem, tud kadarn, a voe pevar c'hant eizh ha tri-ugent. 7 Setu amañ mibien Benjamin: Sallu mab Meshullam, mab Joed, mab Pedaja, mab Kolaja, mab Maaseja, mab Itiel, mab Izaia; 8 ha war e lerc'h, Gabbai, Sallai, nav c'hant eizh den warn-ugent. 9 Joel mab Zikri a oa lakaet warno, ha Juda mab Senua a oa eil-rener kêr. 10 Aberzhourien: Jedaja mab Jojarib, Jakin, 11 Seraja mab Hilkija, mab Meshullam, mab Zadok, mab Merajod, mab Akitub, penn ti Doue, 12 hag o breudeur a rae servij an ti, eizh kant daou warn-ugent; Adaja mab Jerokam, mab Pelalia, mab Amzi, mab Zakaria, mab Pashur, mab Malkija; 13 hag e vreudeur pennoù tadoù, daou c'hant daou ha daou-ugent; Amashai mab Azareel, mab Akzai, mab Meshillemod, mab Immer; 14 hag o breudeur, tud kadarn ha galloudek, kant eizh warn-ugent; ha Zabdiel mab Gedolim a oa lakaet warno. 15 Levited: Shemaja mab Hashub, mab Azrikam, mab Hashabia, mab Bunni, 16 ha Shabtai ha Jozabad, karget eus labourioù diavaez ti Doue, hag a oa a-douez pennoù al Levited; 17 Matania mab Mika, mab Zabdi, mab Azaf, a oa mestr evit lañsañ ar meuleudioù er bedenn; ha Bakbukia, an eil a-douez e vreudeur; hag Abda mab Shammua, mab Galal, mab Jedutun; 18 an holl Levited er gêr santel a oa daou c'hant pevar he pevar-ugent. 19 Porzhierien: Akkub, Talmon, hag o breudeur a ziwalle an dorojoù, kant daouzek ha tri-ugent. 20 Nemorant an Israeliz, an aberzhourien hag al Levited a oa en holl gêrioù Juda, pep hini en e hêrezh. 21 An Netiniz a reas o diazez en Ofel; Zika ha Gishpa a oa pennoù an Netiniz. 22 Penn al Levited e Jeruzalem a oa Uzzi mab Bani, mab Hashabia, mab Matania, mab Mika, a-douez mibien Azaf, ar ganerien karget eus al lidoù e ti Doue, 23 rak e oa ur gourc'hemenn a-berzh ar roue diwar o fenn, hag e oa ur gopr suraet evit ar ganerien, bemdez. 24 Petakja mab Meshezabeel, a-douez mibien Zerak, mab Juda, a oa kefrediour ar roue evit holl aferioù ar bobl. 25 Hiniennoù eus mibien Juda a reas o diazez e kêriadennoù war ar maez, e Kirjad-Arba hag en he c'hêriadennoù, e Dibon hag en he c'hêriadennoù, e Jekabzeel hag en he c'hêriadennoù, 26 e Jeshua, e Molada, e Bet-Paled, 27 e Hazar-Shual, e Beer-Sheba hag en he c'hêriadennoù, 28 e Ziklag, e Mekona hag en he c'hêriadennoù, 29 en En-Rimmon, e Zorea, e Jarmud, 30 e Zanoak, en Adullam hag en o c'hêriadennoù, e Lakis hag en he douaroù, en Azeka hag en he c'hêriadennoù. Hag e voent o chom adalek Beer-Sheba betek traonienn Hinnom. 31 Ha mibien Benjamin a voe adalek Geba, e Mikmash, Aya, Betel hag en he c'hêriadennoù, 32 en Anatod, Nob, Anania, 33 Hazor, Rama, Gittaim, 34 Hadid, Zeboim, Neballad, 35 Lod, Ono, traonienn ar Vicherourien. 36 Hag a-douez al Levited, darn eus Juda en em stagas ouzh Benjamin. |