Ar re-se a oa ar ganerien, pennoù tadoù al Levited, hag e oant o chom er c'hambroù, divec'h diouzh kargoù all, dre ma tleent bezañ er servij deiz ha noz.
Hag an holl Israeliz, en amzer Zorobabel hag en amzer Nehemia, a roe lodennoù ar ganerien ha lodennoù ar borzhierien deiz dre zeiz. Reiñ a raent d'al Levited an traoù santelaet, hag al Levited a roe da vibien Aaron an traoù santelaet.