Jeremiaz 50:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Disklêriit e-touez ar broadoù hag embannit kement-se, savit ar banniel, embannit kement-se, na guzhit netra, lavarit: Babilon a zo tapet, Bel a zo mezhekaet, Merodak a zo torret. Hec'h idoloù a zo mezhekaet, he zoueoù a zo torret. |
Ra vo mezhek an holl re a servij ar skeudennoù, hag ar re a denn gloar eus an idoloù! C'hwi, holl zoueoù, stouit dirazañ!
Hag e lavarot en deiz-se: Meulit an AOTROU! Galvit e anv! Embannit e-touez ar pobloù e oberoù bras! Degasit da soñj e anv uhel-meurbet!
Uhelait ur banniel war ur menez moal, savit ho mouezh war-zu enno, grit sin gant an dorn, ma'z aint e-barzh dre zor ar briñsed.
Ha setu, e teu ur c'harr gant un den ha marc'hegerien daou-ha-daou. Hag e komzas o lavarout: Kouezhet eo, kouezhet eo, Babilon! Hag holl skeudennoù he doueoù a zo bet bruzunet d'an douar.
ha taolet en tan o doueoù, rak ne oant ket doueoù, met oberennoù daouarn an dud, koad ha mein. Setu perak o deus o distrujet.
En amzer-se Merodak-Baladan mab Baladan, roue Babilon, a gasas ul lizher gant ur prof da Ezekiaz, rak en doa gouezet e oa bet klañv hag e oa yac'haet.
Bel a bleg, Nebo a stou, o idoloù a ya war gein loened, war loened-samm. An traoù a zougec'h a zo deuet da vezañ ur bec'h, ur samm d'al loened divi.
It er-maez eus Babilon, tec'hit diouzh ar Galdeiz! Roit da glevout gant youc'hadennoù, embannit kement-mañ, dougit kement-mañ betek penn an douar, lavarit: An AOTROU en deus dasprenet Jakob e servijer.
Klevet ec'h eus! Gwel anezho holl! Ha n'embannot ket anezho hoc'h-unan? Reiñ a ran dit da glevout bremañ traoù nevez, traoù kuzhet ha n'anavezes ket.
Evel-henn e komzot outo: An doueoù ha n'o deus ket graet an neñvoù hag an douar, a yelo da goll diwar an douar hag a-zindan an neñvoù.
N'int nemet mogidelloù, oberennoù a douellerezh, mont a raint da netra da vare o c'hastiz.
Broadoù, selaouit komz an AOTROU, he c'hemennit d'an inizi pell, lavarit: An hini en deus stlabezet Israel en dastumo hag en diwallo evel ur mêsaer e dropell.
Roit da glevout kement-mañ d'ar broadoù, setu, henn embannit a-enep Jeruzalem: Sezizerien a zeu eus ur vro bell, hag e laoskont kriadennoù a-enep kêrioù Juda.
Savit ar banniel etrezek Sion, tec'hit ha n'ehanit ket, rak kas a ran eus an hanternoz an droug hag un distruj bras.
Disklêriit en Ejipt, embannit e Migdol, e Nof, e Tapanez, lavarit: Sav ha bez prest! Rak ar c'hleze a lonk en-dro dit.
Savit ur banniel a-enep mogerioù Babilon, kreñvait ar ged, lakait gwarded, kempennit spioù! Rak an AOTROU en deus bet ur mennad, hag e raio hervez ar pezh en deus lavaret a-enep tud Babilon.
Savit ur banniel war an douar, sonit ar shofar e-touez ar broadoù, kempennit a-enep dezhi ar broadoù, galvit a-enep dezhi rouantelezhioù Ararad, Minni hag Ashkenaz, lakait a-enep dezhi pennoù, grit d'ar c'hezeg pignat evel kilheien-raden a-bik.
Ur reder a redo en arbenn d'unan all, hag ur c'hannad en arbenn d'unan all, da gemenn da roue Babilon ez eo tapet e gêr a bep tu,
Kastizañ a rin Bel e Babilon, hag e tennin eus e c'henoù ar pezh en doa lonket, hag ar broadoù ned aint ken etrezek ennañ. Moger Vabilon zoken a zo kouezhet.
Setu perak e teu an deizioù ma kastizin skeudennoù kizellet Babilon, hec'h holl vro a vo mezhekaet, hec'h holl c'hloazidi d'ar marv a gouezho en he c'hreiz.
Setu perak e teu an deizioù, eme an AOTROU, ma kastizin he skeudennoù kizellet, hag ar c'hloazidi d'ar marv a glemmo dre ar vro holl.
A-daol-trumm eo kouezhet Babilon, freuzet eo. Huanadit warni, kemerit balzam evit he gouli, marteze e pareo.
D'ar seizhvet bloaz ha tregont eus harlu Jojakin roue Juda, d'an daouzekvet miz, d'ar pempvet warn-ugent eus ar miz, Evilmerodak roue Babilon, er bloaz ma teuas da roue, a adsavas penn Jojakin roue Juda, hag a dennas anezhañ eus an toull-bac'h.
C'hwi eta, broadoù, selaouit! Ha c'hwi, bodadenn ar pobloù, anavezit ar pezh a erruo ganto!
An AOTROU a lakaas etre e zaouarn Jojakim roue Juda ha darn eus listri ti Doue, a gasas da vro Shinear, da di e zoue. Lakaat a reas al listri-mañ e ti teñzor e zoue.
Nebukadnezar a gomzas, o lavarout dezho: Ha gwir eo, Shadrak, Meshak hag Abed-Nego, na servijit ket va doueoù ha na azeulit ket an delwenn aour am eus savet?
An AOTROU a vo spontus en o enep, rak kas a raio da netra holl zoueoù an douar, ha pep den a stouo dirazañ en e vro, ha zoken holl inizi ar broadoù.
Gant ur vouezh kreñv hag uhel e krias o lavarout: Kouezhet eo, kouezhet eo Babilon vras, deuet eo da vezañ ur chomlec’h d’an diaouled, un toull-kuzh da bep spered hudur ha da bep labous dic’hlan hag euzhus.