va c'halon a huanado en abeg da Voab. E dec'hidi a red betek Zoar, betek Eglad-Shelishija. Pignat a reont en ur ouelañ krec'hienn Lukid; hag e lakaint da glevout kriadenn an distruj war hent Horonajim.
Met an AOTROU eo Doue ar wirionez, an Doue bev hag ar Roue peurbadus. An douar a gren dirak e gounnar, hag ar broadoù ne c'hellont ket gouzañv e zroug.
Ar broadoù o deus anavezet da vezh, ha da griadenn a leugn an douar, rak da re greñv o deus strebotet an eil war egile, hag o-daou int kouezhet a-gevret.
Setu, evel ul leon, e pign eus ribloù lorc'hus ar Jordan a-enep an annez kreñv. A-daol-trumm e lakain Edom da redek diwarnañ, hag e lakain warnañ an hini am eus dibabet. Rak piv a zo heñvel ouzhin? Piv a roio urzhioù din? Piv eo ar mesaer a zalc'ho dirazon?
Brañsellet em eus ar broadoù gant trouz he lamm, pa em eus he zaolet da lec'h ar marv gant ar re a ziskenn d'ar poull. Hag holl wez Eden, ar re wellañ hag an dibab eus al Liban, an holl oc'h evañ dour, a voe frealzet e donderioù an douar.
Leuniañ a rin a spont kalz a bobloù diwar da benn, hag o rouaned a vo spouronet en abeg dit pa hejin a-us dezho va c'hleze. Krenañ a raint dalc'hmat, pep hini anezho evit e vuhez, e deiz da lamm.