Setu ez an da lakaat ennañ ur spered e doare ma tistroio d'e vro o vezañ klevet un nevezenti bennak. Hag e lakain anezhañ da gouezhañ dre ar c'hleze en e vro.
Hag e kasin war Elam ar pevar avel eus pevar fenn an neñvoù, hag e stlabezin anezho gant an holl avelioù-se, ha ne vo ket ur vroad ma ne zeuio ket enni tec'hidi Elam.
Pign a-enep ar vro a zo disent div wech, a-enep an dud lezet evit bezañ kastizet, distruj ha kas da get war o lerc'h, eme an AOTROU, gra hervez kement am eus gourc'hemennet dit.
Dastumit gant kriadennoù ar waregerien a-enep Babilon. C'hwi holl a antell ar wareg, kampit a-enep dezhi tro-dro, ra ne dec'ho den. Rentit dezhi hervez hec'h oberoù, grit dezhi hervez kement he deus graet, rak eo en em savet gant lorc'h a-enep an AOTROU, a-enep Sant Israel.
Evel-henn e komz AOTROU an armeoù: Mibien Israel ha mibien Juda a zo bet gwasket a-gevret. An holl re o deus harluet anezho o dalc'h, ne fell ket dezho o lezel da vont.
Rak setu ez an da sevel ha da gas a-enep Babilon un tolpad a vroadoù bras eus bro an hanternoz, en em renko a-enep dezhi, hag e vo tapet. O biroù a vo evel re ur brezeler kadarn, na zistro ket e goullo.
Met tennet eo bet gant fulor ha taolet d'an douar, avel ar sav-heol he deus disec'het he frouezh, he skourroù kreñv a zo bet torret ha disec'het, an tan en deus pulluc'het anezho.
Petra bennak m'en deus roet frouezh e-touez e vreudeur, avel ar sav-heol a zeuio, avel an AOTROU o sevel eus ar gouelec'h, hag e tisec'ho e eien hag e kaso da hesk e feunteun. Laeret e vo en teñzor an holl draoù prizius.
Rak evel-henn e komz AOTROU an armeoù: Kaset en deus ac'hanon gant gloar etrezek ar broadoù o deus ho laeret, rak an hini a stok ouzhoc'h a stok ouzh mab e lagad.