Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -


Daniel 3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 3

1 Ar roue Nebukadnezar a reas un delwenn aour, uhel a dri-ugent ilinad ha ledan a c'hwec'h ilinad. Hag e savas anezhi e plaenenn Dura, e proviñs Babilon.

2 Ar roue Nebukadnezar a gasas evit dastum ar satraped, ar brefeded, ar c'houarnourien, ar guzulierien, an deñzorerien, ar varnerien, al lezennourien, hag holl bennoù-bras ar proviñsoù, evit ma teufent da zedi an delwenn en doa savet ar roue Nebukadnezar.

3 Evel-se e voe dastumet ar satraped, ar brefeded, ar c'houarnourien, ar guzulierien, an deñzorerien, ar varnerien, al lezennourien, hag holl bennoù-bras ar proviñsoù evit dedi an delwenn en doa savet ar roue Nebukadnezar. Hag en em zalc'hjont dirak an delwenn en doa savet ar roue Nebukadnezar.

4 Hag un embanner a grias a vouezh uhel: Gourc'hemennet eo deoc'h, pobloù, broadoù, yezhoù,

5 kerkent hag e klevot son ar c'horn, ar c'hleron, ar gitar, al lourenn, an delenn, ar binioù, ha pep seurt binvioù-seniñ, e stouot hag ec'h azeulot an delwenn aour en doa savet ar roue Nebukadnezar.

6 Ha piv bennak na stouo ket ha n'azeulo ket, a vo raktal taolet en ur fornez-dan grizias.

7 Setu perak, kerkent hag e klevas an holl bobloù son ar c'horn, ar c'hleron, ar gitar, al lourenn, an delenn, ha pep seurt binvioù-seniñ, e stoujont holl, pobloù, broadoù, yezhoù, hag ec'h azeuljont an delwenn aour en doa savet ar roue Nebukadnezar.

8 Diwar-benn-se, d'an ampoent, e tostaas Kaldeiz da damall ar Yuzevien.

9 Komz a rejont ouzh ar roue Nebukadnezar, o lavarout: O roue, ra vevi da viken!

10 Te, o roue, ac'h eus roet un urzh, penaos pep den a glevfe son ar c'horn, ar c'hleron, ar gitar, al lourenn, an delenn, ar binioù, ha pep seurt binvioù-seniñ, a dlefe stouiñ hag azeuliñ an delwenn aour,

11 ha piv bennak na stoufe ket ha n'azeulfe ket, a vefe taolet en ur fornez-dan grizias.

12 Bez' ez eus Yuzevien ac'h eus lakaet da velestriñ proviñs Babilon: Shadrak, Meshak hag Abed-Nego. An dud-se ne reont ket van ouzhit, o roue, ha ne servijont ket da zoueoù, ha ne azeulont ket an delwenn aour ac'h eus savet.

13 Neuze Nebukadnezar, kounnaret ha fuloret, a c'hourc'hemennas degas Shadrak, Meshak hag Abed-Nego. Degaset e voent dirak ar roue.

14 Nebukadnezar a gomzas, o lavarout dezho: Ha gwir eo, Shadrak, Meshak hag Abed-Nego, na servijit ket va doueoù ha na azeulit ket an delwenn aour am eus savet?

15 Bremañ eta mard oc'h prest, kerkent hag e klevot son ar c'horn, ar c'hleron, ar gitar, al lourenn, an delenn, ar binioù, ha pep seurt binvioù-seniñ, e stouot hag ec'h azeulot an delwenn am eus savet. Met ma n'azeulit ket, raktal e viot taolet er fornez-dan grizias. Ha petore doue a zieubo ac'hanoc'h eus va dorn?

16 Shadrak, Meshak hag Abed-Nego a respontas, o lavarout d'ar roue Nebukadnezar: N'hon eus ket ezhomm da respont dit war gement-se.

17 Setu, hon Doue a servijomp a c'hell hon dieubiñ eus ar fornez-dan grizias, hag e tieubo ac'hanomp eus da zorn, o roue!

18 Anez, ra ouezi, o roue, ne servijimp ket da zoueoù, ha ne azeulimp ket an delwenn aour ac'h eus savet.

19 Neuze Nebukadnezar a voe leun a fulor, ha neuz e zremm a gemmas e-keñver Shadrak, Meshak hag Abed-Nego. Komz a reas hag e c'hourc'hemennas tommañ ar fornez seizh gwech muioc'h eget na oa ar c'hiz d'he zommañ.

20 Hag e c'hourc'hemennas d'ar soudarded kreñvañ eus e arme eren Shadrak, Meshak hag Abed-Nego, hag o zeurel er fornez-dan grizias.

21 Ar re-mañ a voe ereet gant o brageier, o zonegoù, o mantelloù hag o dilhad all, ha taolet e-kreiz ar fornez-dan grizias.

22 Evel ma oa urzh ar roue strizh, ha ma oa ar fornez entanet dreistordinal, ar flammoù-tan a lazhas an dud o doa taolet enni Shadrak, Meshak hag Abed-Nego.

23 Hag an tri den-mañ, Shadrak, Meshak hag Abed-Nego, a gouezhas ereet e-kreiz ar fornez-dan grizias.

24 Neuze ar roue Nebukadnezar a voe gwall souezhet hag a savas buan. Komz a reas, o lavarout d'e guzulierien: Ha n'hon eus ket taolet en tan tri den ereet? Hag e respontjont o lavarout d'ar roue: A-dra-sur, o roue!

25 Respont a reas o lavarout: Setu, e welan pevar den diere o kerzhout e-kreiz an tan, hep poan ebet dezho. Ha doare ar pevare a zo heñvel ouzh ur mab doue.

26 Neuze Nebukadnezar a dostaas ouzh dor ar fornez-dan grizias hag a gomzas o lavarout: Shadrak, Meshak hag Abed-Nego, servijerien an Doue Uhel-Meurbet, deuit er-maez, deuit! Neuze e teuas a-greiz an tan Shadrak, Meshak hag Abed-Nego.

27 Ar satraped, ar brefeded, ar c'houarnourien ha kuzulerien ar roue en em zastumas hag a welas n'en doa bet galloud ebet an tan war gorfoù an dud-se, ne oa devet blevenn ebet eus o fenn, ne oa ket kemmet o brageier, ha n'en doa ket intret enno c'hwezh an tan.

28 Nebukadnezar a gomzas o lavarout: Benniget ra vo Doue Shadrak, Meshak hag Abed-Nego, en deus kaset e ael ha dieubet e servijerien o doa fiziet ennañ, o doa torret urzh ar roue ha kinniget o c'horfoù, evit chom hep servijañ hag azeuliñ doue all ebet nemet o Doue!

29 Eus va ferzh ez eo roet an urzh-mañ: Pep den, a bep pobl, broad, yezh, hag a gomzo fall diwar-benn Doue Shadrak, Meshak hag Abed-Nego, a vo lakaet a-dammoù hag e di a vo lakaet da vezañ ur bern lastez, rak n'eus doue all ebet a c'hellfe dieubiñ eveltañ.

30 Neuze ar roue a roas berzh da Shadrak, da Veshak ha da Abed-Nego e proviñs Babilon.

Síguenos en:



Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos