Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Daniel 3:29 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

29 Eus va ferzh ez eo roet an urzh-mañ: Pep den, a bep pobl, broad, yezh, hag a gomzo fall diwar-benn Doue Shadrak, Meshak hag Abed-Nego, a vo lakaet a-dammoù hag e di a vo lakaet da vezañ ur bern lastez, rak n'eus doue all ebet a c'hellfe dieubiñ eveltañ.

Ver Capítulo Copiar




Daniel 3:29
17 Referencias Cruzadas  

Hag e tiskarjont peul Baal, hag e tiskarjont ivez ti Baal, a zeuas da vezañ ur c'han-skarzhañ betek hiziv.


Hag eus va ferzh eo roet an urzh-mañ: Ma kemm unan bennak an urzh-mañ, ra vo lamet diouzh e di ur c'hoad a vo lakaet en e sav, evit ma vo staget outañ, hag eus e di ra vo graet ur bern lastez.


Sav, AOTROU! Va savete, va Doue! Rak skoet ec'h eus war o jod va holl enebourien, torret ec'h eus dent ar re zrouk.


pa savez, o Doue, evit barn, evit dieubiñ holl ezhommeien an douar.  Ehan


Ar roue a gomzas ganto, hag en o zouez holl ne oa hini ebet evel Daniel, Hanania, Mishael hag Azaria. Hag en em zalc'hjont dirak ar roue.


Penn ar spazhidi a roas anvioù all dezho. Ober a reas eus Daniel: Beltshazar, eus Hanania: Shadrak, eus Mishael: Meshak, hag eus Azaria: Abed-Nego.


Neuze ez eas Daniel d'ar gêr, hag e roas da anavezout an afer da Hanania, da Vishael ha da Azaria, e genseurted,


Ar roue a respontas da Zaniel o lavarout: A-dra-sur ho Toue a zo Doue an doueoù hag Aotrou ar rouaned, hag e tiskuilh an traoù kuzhet, rak ec'h eus gellet diskuliañ an dra guzhet-se.


Daniel a bedas ar roue da lakaat Shadrak, Meshak hag Abed-Nego da velestrourien broviñs Babilon. Ha Daniel a oa ouzh dor ar roue.


Ar roue a respontas d'ar Galdeiz o lavarout: Ne'm eus ket soñj eus an dra; ma ne roit ket din da anavezout an huñvre hag e zisklêriadenn, e viot lakaet a-dammoù, hag ho tiez a vo lakaet da vezañ ur bern lastez.


Bez' ez eus Yuzevien ac'h eus lakaet da velestriñ proviñs Babilon: Shadrak, Meshak hag Abed-Nego. An dud-se ne reont ket van ouzhit, o roue, ha ne servijont ket da zoueoù, ha ne azeulont ket an delwenn aour ac'h eus savet.


Bremañ eta mard oc'h prest, kerkent hag e klevot son ar c'horn, ar c'hleron, ar gitar, al lourenn, an delenn, ar binioù, ha pep seurt binvioù-seniñ, e stouot hag ec'h azeulot an delwenn am eus savet. Met ma n'azeulit ket, raktal e viot taolet er fornez-dan grizias. Ha petore doue a zieubo ac'hanoc'h eus va dorn?


Setu, hon Doue a servijomp a c'hell hon dieubiñ eus ar fornez-dan grizias, hag e tieubo ac'hanomp eus da zorn, o roue!


Nebukadnezar a gomzas o lavarout: Benniget ra vo Doue Shadrak, Meshak hag Abed-Nego, en deus kaset e ael ha dieubet e servijerien o doa fiziet ennañ, o doa torret urzh ar roue ha kinniget o c'horfoù, evit chom hep servijañ hag azeuliñ doue all ebet nemet o Doue!


Daniel a reas berzh dindan ren Dariuz ha dindan ren Kiruz ar Pers.


Rak n'eo ket o roc'h evel hor roc'h, hon enebourien a c'hell barn.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos