Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Daniel 3:27 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

27 Ar satraped, ar brefeded, ar c'houarnourien ha kuzulerien ar roue en em zastumas hag a welas n'en doa bet galloud ebet an tan war gorfoù an dud-se, ne oa devet blevenn ebet eus o fenn, ne oa ket kemmet o brageier, ha n'en doa ket intret enno c'hwezh an tan.

Ver Capítulo Copiar




Daniel 3:27
17 Referencias Cruzadas  

Mont a reas hag e kavas ar c'horf astennet war an hent, hag an azen hag al leon en em zalc'he e-kichen ar c'horf. Al leon n'en doa ket debret ar c'horf na diframmet an azen.


Bremañ eta AOTROU hon Doue, me az ped, dieub ac'hanomp eus e zorn, evit ma ouezo holl rouantelezhioù an douar penaos out-te an AOTROU hepken.


Ra vint mezhus, ra vint spontet da viken, ra vint rentet pinous ha ma'z aint da get!


AOTROU, da zorn a zo savet uhel, ne welont ket anezhañ, met mar gwelont da c'hred evit da bobl, neuze e vint mezhekaet, hag an tan miret evit da enebourien a lonko anezho.


Pa dreuzi an doureier e vin ganit, ar stêrioù ne c'holoint ket ac'hanout. Pa gerzhi dre an tan ne vi ket devet, hag ar flamm ne guzumo ket ac'hanout.


Ar re-mañ a voe ereet gant o brageier, o zonegoù, o mantelloù hag o dilhad all, ha taolet e-kreiz ar fornez-dan grizias.


Neuze ar roue a voe leuniet a levenez, hag e c'hourc'hemennas ma vefe tennet Daniel eus ar foz. Daniel a voe eta tennet er-maez eus ar foz, ha ne voe kavet gouli ebet warnañ, rak kredet en doa en e Zoue.


Holl vinistred da rouantelezh, ar brefeded, ar satraped, ar guzulierien hag ar c'houarnourien a zo ali ma vefe roet un urzh roueel hag un difenn strizh, penaos kement hini a raio ur bedenn da un doue pe un den bennak, e-pad tregont devezh, nemet ouzhit o roue, a vo taolet e foz al leoned.


Ha zoken holl vlev ho penn a zo kontet.


Rak ar roue a anavez anezho hag e komzan dezhañ gant hardizhegezh, rak gouzout a ran n’eus hini eus an traoù-mañ kuzhet dioutañ, peogwir n’int ket bet graet e kuzh.


Pediñ a ran ac’hanoc’h eta da gemer boued evit gallout en em saveteiñ, rak ne gouezho ket ur vlevenn eus penn hini ac’hanoc’h.


o deus mouget nerzh an tan, o deus en em ziwallet diouzh troc’h ar c’hleze, o deus yac’haet eus o c’hleñvedoù, int bet didrec’hus er brezel, o deus lakaet war dec’h armeoù estrañjour.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos