Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Daniel 3:12 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

12 Bez' ez eus Yuzevien ac'h eus lakaet da velestriñ proviñs Babilon: Shadrak, Meshak hag Abed-Nego. An dud-se ne reont ket van ouzhit, o roue, ha ne servijont ket da zoueoù, ha ne azeulont ket an delwenn aour ac'h eus savet.

Ver Capítulo Copiar




Daniel 3:12
15 Referencias Cruzadas  

Haman a lavaras d'ar roue Asueruz: Bez' ez eus ur bobl, stlabezet e-touez ar pobloù dre holl broviñsoù da rouantelezh, en em zalc'h a-du gant lezennoù disheñvel diouzh re an holl bobloù, ha ne viront ket lezennoù ar roue. N'eo ket dereat d'ar roue o lezel evel-se.


Ar gounnar a zo kriz hag ar fulor evel ul liñvadenn, met piv a c'hello derc'hel dirak ar warizi?


Gwelet em eus ivez pep labour ha pep ijin el labour, n'int nemet gwarizi eus an eil e-keñver egile. Kement-se ivez a zo avel ha poan spered.


Penn ar spazhidi a roas anvioù all dezho. Ober a reas eus Daniel: Beltshazar, eus Hanania: Shadrak, eus Mishael: Meshak, hag eus Azaria: Abed-Nego.


Neuze ar roue a uhelaas Daniel, hag a roas dezhañ profoù pinvidik, hag a lakaas anezhañ da c'houarnour war holl broviñs Babilon ha da bennrener war holl re fur Vabilon.


Daniel a bedas ar roue da lakaat Shadrak, Meshak hag Abed-Nego da velestrourien broviñs Babilon. Ha Daniel a oa ouzh dor ar roue.


ha piv bennak na stoufe ket ha n'azeulfe ket, a vefe taolet en ur fornez-dan grizias.


Shadrak, Meshak hag Abed-Nego a respontas, o lavarout d'ar roue Nebukadnezar: N'hon eus ket ezhomm da respont dit war gement-se.


Eus va ferzh ez eo roet an urzh-mañ: Pep den, a bep pobl, broad, yezh, hag a gomzo fall diwar-benn Doue Shadrak, Meshak hag Abed-Nego, a vo lakaet a-dammoù hag e di a vo lakaet da vezañ ur bern lastez, rak n'eus doue all ebet a c'hellfe dieubiñ eveltañ.


Neuze ar roue a roas berzh da Shadrak, da Veshak ha da Abed-Nego e proviñs Babilon.


Neuze e respontjont, o lavarout d'ar roue: Daniel, unan a-douez mibien harluet Juda, ne ra van ebet ouzhit, o roue, nag ouzh an difenn ac'h eus sinet, met e bedenn a ra teir gwech bemdez.


Ar roue en doe un displijadur bras o klevout kement-se. Hag e lakaas en e galon dieubiñ Daniel, ha betek ar c'huzh-heol e klaskas e saveteiñ.


ha Jason en deus o degemeret. Int holl, enebourien da c’hourc’hemennoù Kezar, a lavar ez eus ur roue all, Jezuz.


o lavarout: Ha n’hon eus ket difennet start ouzhoc’h kelenn en anv-se? Ha setu, leuniet hoc’h eus Jeruzalem gant ho kelennadurezh hag e fell deoc’h lakaat gwad an den-se da gouezhañ warnomp!


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos