Te, o roue, ac'h eus roet un urzh, penaos pep den a glevfe son ar c'horn, ar c'hleron, ar gitar, al lourenn, an delenn, ar binioù, ha pep seurt binvioù-seniñ, a dlefe stouiñ hag azeuliñ an delwenn aour,
Bez' ez eus Yuzevien ac'h eus lakaet da velestriñ proviñs Babilon: Shadrak, Meshak hag Abed-Nego. An dud-se ne reont ket van ouzhit, o roue, ha ne servijont ket da zoueoù, ha ne azeulont ket an delwenn aour ac'h eus savet.
Neuze e respontjont, o lavarout d'ar roue: Daniel, unan a-douez mibien harluet Juda, ne ra van ebet ouzhit, o roue, nag ouzh an difenn ac'h eus sinet, met e bedenn a ra teir gwech bemdez.
Holl vinistred da rouantelezh, ar brefeded, ar satraped, ar guzulierien hag ar c'houarnourien a zo ali ma vefe roet un urzh roueel hag un difenn strizh, penaos kement hini a raio ur bedenn da un doue pe un den bennak, e-pad tregont devezh, nemet ouzhit o roue, a vo taolet e foz al leoned.