Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




Izaia 12:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

4 Hag e lavarot en deiz-se: Meulit an AOTROU! Galvit e anv! Embannit e-touez ar pobloù e oberoù bras! Degasit da soñj e anv uhel-meurbet!

Ver Capítulo Copiar




Izaia 12:4
42 Referencias Cruzadas  

Meulit an AOTROU , pedit e anv, roit da anavezout e-touez ar pobloù e oberoù bras!


Dit-te, AOTROU , eo ar vrasted, an nerzh, ar c'hloar, ar beurbadelezh hag ar veurdez, rak kement a zo en neñvoù ha war an douar a zo dit. Dit-te, AOTROU , eo ar rouantelezh, ha te en em sav e pennroue dreist pep tra.


Hag al Levited Jezua, Kadmiel, Bani, Hashabnia, Sherebia, Hodija, Shebania ha Petakja a lavaras: Savit, bennigit an AOTROU ho Toue a holl viskoazh da holl viken! Ra vo benniget da anv glorius, a zo savet uheloc'h eget pep bennozh ha pep meuleudi!


Meulit an AOTROU, pedit e anv, roit da anavezout e-touez ar pobloù e oberoù bras!


Ra ginnigint aberzhoù a drugarekadennoù, ha ma tisklêrint e oberennoù o kanañ gant levenez.


Piv a zo heñvel ouzh an AOTROU hon Doue, o chom el lec'hioù uhel-meurbet,


Ra veulint anv an AOTROU, rak e anv hepken a zo uhel. Emañ e veurded dreist an douar hag an neñvoù!


mibien an diavaeziad a sempl, hag a ya er-maez eus o repu en ur grenañ.


rak lakaat a ri anezho da dec'hout, stegnañ a ri da wareg a-enep o dremm.


An diskennidi a servijo anezhañ, ha komzet e vo diwar-benn an Aotrou d'ar rummad da zont.


Va ene a gavo gloar en AOTROU, ar re hegarat a glevo hag a laouenaio.


Eürus an den a laka e fiziañs en AOTROU, ha na zistro ket da gavout ar re lorc'hus hag ar re en em ro d'ar gaou!


Lakaet en deus ar brezelioù da baouez betek penn an douar, terriñ a ra ar gwaregoù ha bruzunañ ar goafioù, deviñ a ra ar c'hirri en tan.


Va ene a zo e-touez al leoned, emaon o chom e-touez tud o c'hwezhañ flammoù, tud a zo o dent goafioù ha biroù, hag a zo o zeod ur c'hleze lemm.


Kanit da Zoue, meulit e anv, kempennit hent an hini a zeu er plaenennoù! An AOTROU eo e anv, laouenait dirazañ!


Met evidon, tostaat ouzh Doue eo va mad. Lakaet em eus va repu en Aotrou, an AOTROU, evit disklêriañ da holl oberennoù.


Ar re a anavez da anv a fizio ennout, rak ne zilezez ket ar re a glask ac'hanout, o AOTROU!


Disklêriit e c'hloar e-touez ar broadoù, e vurzhudoù e-touez an holl bobloù!


Rak te, o AOTROU, te eo ar Pennroue war an douar holl, te a zo savet uhel bras dreist an holl zoueoù.


An AOTROU eo va nerzh ha va meuleudi. Bet eo va dieuber. Va Doue eo, e veuliñ a rin. Doue va zad eo, e ganmeuliñ a rin.


An AOTROU a lavaras: Lakaat a rin da dremen va holl vadelezh dirak da zremm hag e kriin anv an AOTROU dirazout. Me a raio trugarez d'an hini a rin trugarez dezhañ hag em bo truez ouzh an hini am bo truez outañ.


En deiz-se e lavari: Da veuliñ a ran, o AOTROU, rak kounnaret e oas em enep, met da gounnar a zo sioulaet, ha va frealzet ec'h eus.


An daoulagad rok a vo izelaet, ha lorc'h an dud a vo diskaret, an AOTROU hepken a vo uhelaet en deiz-se.


Lorc'h an dud a vo diskaret, ha rogentez ar re vras a vo izelaet, an AOTROU hepken a vo uhelaet en deiz-se.


Meulit eta an AOTROU e sklêrijenn ar flammoù, hag anv an AOTROU Doue Israel en inizi ar mor.


AOTROU, te eo va Doue! Da ganmeuliñ a rin, meuliñ a rin da anv, rak traoù burzhudus ac'h eus graet, da vennadoù bet divizet abaoe pell 'zo a zo sur ha gwirion.


Ya, da c'hortozomp, o AOTROU, en hent da varnedigezhioù! Da anv ha da eñvor eo c'hoant hon ene.


An AOTROU a zo uhelsavet rak emañ o chom el lec'hioù uhel; leuniet en deus Sion a eeunder hag a reizhder.


Ra vo roet gloar d'an AOTROU, ha ra vo embannet e veuleudi en enezi!


It er-maez eus Babilon, tec'hit diouzh ar Galdeiz! Roit da glevout gant youc'hadennoù, embannit kement-mañ, dougit kement-mañ betek penn an douar, lavarit: An AOTROU en deus dasprenet Jakob e servijer.


Lakaat a rin ur sin en o zouez, hag e kasin o re a vo en em dennet etrezek ar broadoù, etrezek Tarsiz, Pul, Lud, tennerien wareg, Tubal, Javan, hag etrezek an inizi pell n'o deus biskoazh klevet komz diwar-benn va brud, na gwelet va gloar. Embann a raint va gloar e-touez ar broadoù.


Disklêriit e-touez ar broadoù hag embannit kement-se, savit ar banniel, embannit kement-se, na guzhit netra, lavarit: Babilon a zo tapet, Bel a zo mezhekaet, Merodak a zo torret. Hec'h idoloù a zo mezhekaet, he zoueoù a zo torret.


Rak adalek ar sav-heol betek ar c'huzh-heol e vo bras va anv e-touez ar broadoù, hag e pep lec'h ma vo lakaet da vogediñ ha kinniget ur brofadenn c'hlan da'm anv. Rak va anv a vo bras e-touez ar broadoù, eme AOTROU an armeoù.


Roet em eus da anavezout dezho da anv hag e roin anezhañ da anavezout dezho, evit ma vo enno ar garantez ac’h eus bet evidon ha ma vin enno.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos