Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Izaia 13:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

2 Uhelait ur banniel war ur menez moal, savit ho mouezh war-zu enno, grit sin gant an dorn, ma'z aint e-barzh dre zor ar briñsed.

Ver Capítulo Copiar




Izaia 13:2
15 Referencias Cruzadas  

Lakaet ec'h eus an douar da grenañ hag ec'h eus e ziframmet. Aoz e doulloù rak hejet eo bet.


C'hoazh un devezh-ehan e Nob, hag e savo e zorn a-enep menez merc'h Sion, a-enep krec'hienn Jeruzalem!


Sevel a raio ar banniel etrezek ar broadoù, dastum a raio re dec'het Israel, hag e vodo re stlabezet Juda, eus pevar c'horn an douar.


An AOTROU a lakaio da verz brec'h-vor an Ejipt, sevel a raio e zorn war ar stêr en ur c'hwezhañ gant nerzh, en ranno e seizh gwazh-dour, hag e vo treuzet gant botoù.


C'hwi holl dud ar bed, ha c'hwi annezerien an douar, sellit ouzh ar banniel savet war ar menezioù, selaouit an drompilh o seniñ.


En deiz-se an Ejipt a vo evel gwragez, dianket ha spouronet e vo o welout dorn savet AOTROU an armeoù a vo savet a-enep dezhi.


Gant an aon ez aint d'o c'hreñvlec'h, o renerien a vo spontet dirak ar banniel, eme an AOTROU, an Hini emañ e dan e Sion hag e fornez e Jeruzalem.


Sevel a ra ur banniel etrezek ar broadoù pell, c'hwitellat a ra evit gervel anezho eus pennoù an douar, ha setu, buan ha prest e teuont.


Disklêriit e-touez ar broadoù hag embannit kement-se, savit ar banniel, embannit kement-se, na guzhit netra, lavarit: Babilon a zo tapet, Bel a zo mezhekaet, Merodak a zo torret. Hec'h idoloù a zo mezhekaet, he zoueoù a zo torret.


Setu, ur bobl a zeuio eus an hanternoz, ur vroad vras ha rouaned niverus a zihuno eus pennoù pellañ an douar.


Savit ur banniel a-enep mogerioù Babilon, kreñvait ar ged, lakait gwarded, kempennit spioù! Rak an AOTROU en deus bet ur mennad, hag e raio hervez ar pezh en deus lavaret a-enep tud Babilon.


Setu em eus droug ouzhit, menez distrujus, eme an AOTROU, a zistruj an douar a-bezh. Astenn a rin va dorn warnout, hag e ruilhin ac'hanout eus lein ar reier, hag e rin dit bezañ ur menez entanet.


Evel-henn e komz AOTROU an armeoù: Mogerioù Babilon, ken ledan, a vo diskaret en o fezh, o dorojoù, ken uhel, a vo devet dre an tan. Evel-se ar pobloù o devo labouret en aner, hag ar broadoù o devo skuizhet evit an tan.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos