Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Izaia 13:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

1 Diougan diwar-benn Babilon, en deus gwelet Izaia mab Amoz.

Ver Capítulo Copiar




Izaia 13:1
34 Referencias Cruzadas  

Jehu a lavaras da Vidkar e eiler: Kemer-eñ ha taol-eñ e park Nabod eus Jizreel. Rak az pez soñj, pa oamp war varc'h me ha te, an eil e-kichen egile war-lerc'h Akab e dad, an AOTROU a zisklêrias a-enep dezhañ ar c'homzoù-mañ:


Gweledigezh Izaia mab Amoz, en deus gwelet diwar-benn Juda ha Jeruzalem, e deizioù Ozia, Jotam, Akaz hag Ezekiaz, rouaned Juda.


Babilon, klod ar rouantelezhioù, kinklerezh ha lorc'h ar Galdeiz, a vo evel Sodom ha Gomora pa voent distrujet gant Doue.


Ar bloavezh ma varvas ar roue Akaz e voe disklêriet an diougan-mañ:


Diougan diwar-benn Moab. En un nozvezh Ar-Moab a zo bet distrujet, kaset da get; en un nozvezh Kir-Moab a zo bet distrujet, kaset da get.


Diougan diwar-benn Damask. Setu, Damask a baouez da vezañ ur gêr, dont a ra da vezañ ur bern atredoù.


Diougan diwar-benn an Ejipt. Setu, emañ an AOTROU douget war ur goabrenn skañv, dont a ra en Ejipt, idoloù an Ejipt a gren dirazañ, ha kalon an Ejipsianed a deuz en he c'hreiz.


en amzer-se e komzas an AOTROU dre Izaia mab Amoz o lavarout: Kae, distag ar sac'h diouzh da zivgroazell, lam da votoù eus da dreid. Hag evel-se e reas, o vont en noazh ha divotoù.


Diougan diwar-benn an Arabia. Tremen a reot an noz er goadeg, en Arabia, o strolladoù eus Dedan!


Diougan diwar-benn traonienn ar gweledigezhioù. Petra 'zo ganit, pa'z eo pignet da holl bobl war an toennoù?


En deiz-se, eme AOTROU an armeoù, an tach lakaet en ul lec'h sur a vo tennet, lamet e vo kuit hag e kouezho, hag ar samm a zouge a vo distrujet, rak an AOTROU en deus komzet.


Evel-henn e komz an AOTROU, ho tasprener, Sant Israel: Abalamour deoc'h em eus kaset tud a-enep Babilon, ha lakaet anezho holl da vezañ tec'hidi, ha youc'h ar Galdeiz a zo klevet war al listri.


An AOTROU a ziskouezas din, setu, div baner fiez lakaet dirak templ an AOTROU, goude ma en doa Nebukadnezar roue Babilon harluet eus Jeruzalem Jekonia mab Jojakim roue Juda, gant priñsed Juda hag ar gilvizien hag an alc'hwezerien, ha ma en doa o degaset da Vabilon.


Ar brofeded hag a zo bet a-raok din hag a-raok dit, abaoe pell 'zo, o deus profedet a-enep meur a vro hag a-enep rouantelezhioù bras, ar brezel, ar glac'har hag ar vosenn.


Ar gomz a voe disklêriet a-berzh an AOTROU a-enep Babilon hag a-enep bro ar Galdeiz, dre ar profed Jeremiaz, er gerioù-se:


Mezhek e oamp, a lavarot, o klevout an dismegañsoù hon eus klevet. Ar vezh he deus goloet hon dremmoù, pa'z eo deuet diavaezidi a-enep santualioù ti an AOTROU.


Lavar dezho: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: An diougan-se a zo evit ar priñs a zo e Jeruzalem, kenkoulz hag evit holl di Israel en em gav eno.


PEREZ: da rouantelezh a zo bet rannet ha roet d'ar Veded ha d'ar Bersed.


Neuze dremm ar roue a voe kemmet, e soñjoù a drubuilhas anezhañ, juntoù e zivgroazell a laoskaas, e zaoulin en em skoas an eil ouzh egile.


Diougan diwar-benn Ninive. Levr gweledigezh Nahum eus Elkosh.


Diougan en deus gwelet Habakuk.


Diougan, komz an AOTROU diwar-benn Israel: Evel-henn e komz an AOTROU, en deus astennet an neñvoù, diazezet an douar, ha graet spered an den en e greiz:


Diougan, komz an AOTROU a-enep bro Hadrak; ehanañ a ra war Zamask, rak an AOTROU a zo e lagad war an dud ha war holl veuriadoù Israel.


Diougan, komz an AOTROU da Israel, dre Valaki.


Jozia a voe tad da Jekonia ha d’e vreudeur, da vare an ermaeziadeg e Babilon.


Un ael all a heulie o lavarout: Kouezhet eo, kouezhet eo, Babilon ar gêr vras, abalamour m’he deus roet da evañ d’an holl vroadoù eus gwin fulor he gastaouerezh.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos