Reiñ a rin dit ha da'z lignez da c'houde ar vro m'emaout o chom enni, holl vro Ganaan, evit he c'haout da viken, hag e vin o Doue.
Jeremiaz 11:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned am eus gourc'hemennet d'ho tadoù en deiz ma em eus tennet anezho eus bro Ejipt, eus ar forn houarn, o lavarout: Selaouit ouzh va mouezh ha grit an holl draoù am eus gourc'hemennet deoc'h, hag e viot va fobl, hag e vin ho Toue; |
Reiñ a rin dit ha da'z lignez da c'houde ar vro m'emaout o chom enni, holl vro Ganaan, evit he c'haout da viken, hag e vin o Doue.
rak da bobl ha da hêrezh ez int, ac'h eus tennet eus an Ejipt a-greiz ar fornez-houarn.
Staget e oa ouzh an AOTROU, ne zistroas ket dioutañ. Mirout a reas ar gourc'hemennoù en doa roet an AOTROU da Voizez.
hag a ra trugarez betek ar milvet rumm d'ar re a gar ac'hanon hag a vir va gourc'hemennoù.
Diougan diwar-benn loened ar c'hreisteiz. E douar an dristidigezh hag an enkrez, ma teu diouti al leonez hag al leon, an naer-wiber hag an naer loskus o nijal, e tougont war gein ezen o finvidigezhioù ha war dorgenn gañvaled o zeñzorioù, etrezek ur bobl na servijo dezho da netra.
Setu, em eus amprouet ac'hanout, met n'eo ket evel an arc'hant, da zibabet em eus e teuzlestr ar glac'har.
Rak kemennet em eus start ho tadoù adalek an deiz ma em eus graet dezho pignat kuit eus bro Ejipt betek hiziv, o kemenn adalek ar beure hag o lavarout: Selaouit ouzh va mouezh!
Hag e roin dezho ur galon da'm anavezout, me an AOTROU, hag e vint va fobl hag e vin o Doue, dre ma tistroint da'm c'havout a-greiz-kalon.
Bremañ eta adreizhit hoc'h hentoù hag hoc'h oberoù, selaouit ouzh mouezh an AOTROU ho Toue, hag an AOTROU en devo keuz d'an droug a lavaras en hoc'h enep.
Setu perak evel-henn e komz an AOTROU: Setu ez an da lakaat ar gêr-mañ etre daouarn ar Galdeiz hag etre daouarn Nebukadnezar roue Babilon, a dapo anezhi.
Jeremiaz a lavaras: Ne vi ket lakaet etre o daouarn. Selaou mouezh an AOTROU er pezh a lavaran dit, hag ez aio mat an traoù ganit, hag e vevo da ene.
evit ma gerzhint em reolennoù ha ma virint va barnedigezhioù ha ma raint hervezo; hag e vint va fobl, hag e vin o Doue
evit ma ne bellaio ken ti Israel diouzhin, ha ma n'en em saotro ken dre o holl disentidigezh, met ma vint va fobl ha ma vin o Doue, eme an Aotrou AOTROU.
N'en em saotrint ken gant o idoloù, gant o euzhusterioù pe gant o holl disentidigezh, hag e tennin anezho eus o holl chomlec'hioù m'o deus pec'het enno, hag o c'hlanain. Hag e vint va fobl, hag e vin o Doue.
Neuze Nebukadnezar a dostaas ouzh dor ar fornez-dan grizias hag a gomzas o lavarout: Shadrak, Meshak hag Abed-Nego, servijerien an Doue Uhel-Meurbet, deuit er-maez, deuit! Neuze e teuas a-greiz an tan Shadrak, Meshak hag Abed-Nego.
An drederenn-se a lakain da dremen en tan, o furaat a rin evel ma vez puraet an arc'hant, o amprouiñ evel ma vez amprouet an aour. Ar re-se a c'halvo va anv, ha me a selaouo outo, hag e lavarin: Va fobl! Hag e lavarint: An AOTROU eo va Doue.
Hag ar re a zo pell a zeuio hag a labouro da sevel templ an AOTROU, hag e ouiot ez on bet kaset d'ho kavout gant AOTROU an armeoù. Kement-se a c'hoarvezo mar selaouit gant evezh mouezh an AOTROU ho Toue.
O lakaat a rin da zont, hag e vint o chom e-kreiz Jeruzalem, hag e vint va fobl hag e vin o Doue, e gwirionez hag e reizhder.
hag o teskiñ dezho mirout kement am eus gourc’hemennet deoc’h. Ha setu, emaon ganeoc’h bemdez betek fin ar bed. Amen.
Peseurt unvaniezh a zo etre templ Doue hag an idoloù? Rak c’hwi eo templ an Doue bev, evel m’en deus Doue lavaret: Chom a rin enno, hag e kerzhin en o zouez, me a vo o Doue hag int a vo va fobl.
An AOTROU en deus ho lakaet da vont kuit eus forn houarn an Ejipt, evit bezañ dezhañ pobl e hêrezh, ar pezh ez oc'h hiziv.
Bet lakaet da vezañ peurvat, eo deuet da vezañ an oberour eus ur silvidigezh peurbadus evit ar re holl a sent outañ,
Neuze Samuel a lavaras: An AOTROU , ha kavout a ra plijadur el loskaberzhoù hag en aberzhoù, evel er sentidigezh ouzh mouezh an AOTROU? Setu, ar sentidigezh a zo gwelloc'h eget an aberzh, selaou outañ a zo gwelloc'h eget lard an tourzed.