Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Rouaned 8:51 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

51 rak da bobl ha da hêrezh ez int, ac'h eus tennet eus an Ejipt a-greiz ar fornez-houarn.

Ver Capítulo Copiar




1 Rouaned 8:51
15 Referencias Cruzadas  

Rak o dispartiet ec'h eus a-douez holl bobloù an douar, evit bezañ da hêrezh, evel ma ec'h eus lavaret dre Voizez da servijer, pa ec'h eus tennet hon tadoù eus an Ejipt, Aotrou AOTROU!


selaou eus an neñvoù, eus al lec'h emaout o chom, o fedenn hag o goulenn, gra reizhder dezho, pardon da'z pobl he devo pec'het a-enep dit.


Hag a re-se eo da servijerien ha da bobl, ac'h eus dasprenet dre da c'halloud bras ha da zorn kreñv.


Savete da bobl ha bennig da hêrezh, ren hag harp anezho da viken!


Setu, em eus amprouet ac'hanout, met n'eo ket evel an arc'hant, da zibabet em eus e teuzlestr ar glac'har.


AOTROU, na gounnar ket, na zalc'h ket soñj da viken eus hon direizhder. Setu, sell, da bobl ez omp holl.


am eus gourc'hemennet d'ho tadoù en deiz ma em eus tennet anezho eus bro Ejipt, eus ar forn houarn, o lavarout: Selaouit ouzh va mouezh ha grit an holl draoù am eus gourc'hemennet deoc'h, hag e viot va fobl, hag e vin ho Toue;


Lodenn Jakob n'eo ket evelto, rak an Hini en deus doareet pep tra ez eo, Israel eo meuriad e hêrezh, AOTROU an armeoù eo e anv.


Neuze Nebukadnezar a dostaas ouzh dor ar fornez-dan grizias hag a gomzas o lavarout: Shadrak, Meshak hag Abed-Nego, servijerien an Doue Uhel-Meurbet, deuit er-maez, deuit! Neuze e teuas a-greiz an tan Shadrak, Meshak hag Abed-Nego.


rak lodenn an AOTROU eo e bobl, Jakob eo lodenn e hêrezh.


An AOTROU en deus ho lakaet da vont kuit eus forn houarn an Ejipt, evit bezañ dezhañ pobl e hêrezh, ar pezh ez oc'h hiziv.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos