Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Jeremiaz 32:28 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

28 Setu perak evel-henn e komz an AOTROU: Setu ez an da lakaat ar gêr-mañ etre daouarn ar Galdeiz hag etre daouarn Nebukadnezar roue Babilon, a dapo anezhi.

Ver Capítulo Copiar




Jeremiaz 32:28
11 Referencias Cruzadas  

Nebuzaradan penn ar warded a harluas an nemorant eus an dud a oa chomet e kêr, ar re a oa en em rentet da roue Babilon, hag an nemorant eus an engroez.


Neuze e lakaas da bignat a-enep dezho roue ar Galdeiz, a lazhas o zud yaouank dre ar c'hleze e ti o santual. Ha n'en doe truez nag ouzh an den yaouank, nag ouzh ar werc'hez, nag ouzh ar c'hozhiad, nag ouzh ar blev gwenn, a lakaas holl etre e zaouarn.


Hag e stardin Ariel, ne vo nemet garmoù ha klemmoù, hag e vo evidon evel un Ariel.


Me a roio holl binvidigezhioù ar gêr-mañ, hec'h holl labour, hec'h holl draoù prizius, me a roio holl deñzorioù rouaned Juda etre daouarn o enebourien, a breizho anezho, a gemero anezho, hag a gaso anezho da Vabilon.


Rak troet em eus va dremm a-enep ar gêr-mañ, evit ober an droug ha nann ar mad, eme an AOTROU. Lakaet e vo etre daouarn roue Babilon, hag e tevo anezhi dre an tan.


Setu ez eo savet tosennoù a-enep kêr evit he zapout, hag ar gêr a vo lakaet etre daouarn ar Galdeiz a ra brezel outi gant ar c'hleze, an naonegezh hag ar vosenn. Ar pezh ac'h eus lavaret a zo c'hoarvezet, hag e welout a rez.


Rak Sedesia roue Juda en doa e zastumet eno hag en doa lavaret dezhañ: Perak e profedez o lavarout: Evel-henn e komz an AOTROU: Setu ez an da lakaat ar gêr-mañ etre daouarn roue Babilon, hag e tapo anezhi,


Ha bremañ, evel-henn e komz an AOTROU, Doue Israel, diwar-benn ar gêr-mañ, ma lavarit diouti ez eo lakaet etre daouarn roue Babilon dre ar c'hleze, an naonegezh hag ar vosenn:


Evel-henn e komz an AOTROU, Doue Israel: Kae ha komz ouzh Sedesia roue Juda, ha lavar dezhañ: Evel-henn e komz an AOTROU: Setu ez an da lakaat ar gêr-mañ etre daouarn roue Babilon, hag e tevo anezhi dre an tan.


Ha ne dec'hi ket eus e zorn, met a-dra-sur e vi tapet, hag e vi lakaet etre e zaouarn, ha da zaoulagad a welo daoulagad roue Babilon, hag e komzo ouzhit genoù ouzh genoù, ha mont a ri da Vabilon.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos