Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Jeremiaz 32:27 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

27 Setu, me eo an AOTROU, Doue pep kig. Hag e vefe un dra bennak re vras evidon?

Ver Capítulo Copiar




Jeremiaz 32:27
15 Referencias Cruzadas  

Hag e vefe un dra bennak dibosupl d'an AOTROU? D'an amzer lavaret, e tistroin da'z kavout d'ar poent-mañ eus ar bloaz, ha Sara he devo ur mab.


Ha re nebeut eo ouzh daoulagad an AOTROU, lakaat a raio Moab etre ho taouarn.


O Doue! Ar veuleudi a c'hortoz ac'hanout e Sion, eno e vo sevenet ar gouestloù graet dit.


Met bremañ, AOTROU, te eo hon tad. Ni eo ar pri, ha te eo an hini en deus hor stummet, labour da zaouarn ez omp holl.


A! Aotrou AOTROU, setu ec'h eus graet an neñvoù hag an douar, dre da nerzh bras ha da vrec'h astennet, tra ebet n'eo re vras evidout.


Ha komz an AOTROU a voe disklêriet da Jeremiaz er gerioù-se:


Va asped hag e respontin dit, hag e tisklêrin dit traoù bras ha kuzhet n'anavezez ket.


Evel-henn e komz AOTROU an armeoù: Mar bez kement-se diaes ouzh daoulagad nemorant ar bobl-mañ en deizioù-se, hag ouzh va daoulagad e vo diaes? eme AOTROU an armeoù


An AOTROU a lavaras da Voizez: Dorn an AOTROU, ha berraet eo? Gwelout a ri bremañ hag-eñ e c'hoarvezo ar pezh am eus lavaret dit, ya pe nann.


Neuze e kouezhjont war o dremmoù hag e lavarjont: O Doue, Doue speredoù pep kig! Un den hepken en deus pec'het, hag e fulorfes a-enep an holl vodadenn?


Ra lakaio an AOTROU, Doue ar speredoù a bep kig, war ar vodadenn, un den


Jezuz, o sellout outo, a lavaras: Dibosupl eo d’an dud, met pep tra a zo posupl da Zoue.


ha pep kig a welo silvidigezh Doue.


ha, hervez ar galloud ac’h eus roet dezhañ war bep kig, ma roio ar vuhez peurbadus d’an holl re ac’h eus roet dezhañ.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos