Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Samuel 15:22 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

22 Neuze Samuel a lavaras: An AOTROU , ha kavout a ra plijadur el loskaberzhoù hag en aberzhoù, evel er sentidigezh ouzh mouezh an AOTROU? Setu, ar sentidigezh a zo gwelloc'h eget an aberzh, selaou outañ a zo gwelloc'h eget lard an tourzed.

Ver Capítulo Copiar




1 Samuel 15:22
24 Referencias Cruzadas  

hag Abel a ginnigas ivez eus ar re gentañ-ganet eus e dropell hag eus o lard. An AOTROU en doe evezh ouzh Abel hag ouzh e brof,


Bremañ mar sentit ouzh va mouezh ha mar mirit va emglev, c'hwi a vo va c'haerañ teñzor a-douez an holl bobloù, rak an holl zouar a zo din.


Ober ar reizhder hag ar varnedigezh a zo plijusoc'h d'an AOTROU eget an aberzhoù.


Pa'z i da di Doue, taol evezh ouzh da droad, tosta da selaou kentoc'h eget da ginnig aberzh ar re ziskiant, rak n'ouzont ket e reont an droug.


am eus gourc'hemennet d'ho tadoù en deiz ma em eus tennet anezho eus bro Ejipt, eus ar forn houarn, o lavarout: Selaouit ouzh va mouezh ha grit an holl draoù am eus gourc'hemennet deoc'h, hag e viot va fobl, hag e vin ho Toue;


Rak kemennet em eus start ho tadoù adalek an deiz ma em eus graet dezho pignat kuit eus bro Ejipt betek hiziv, o kemenn adalek ar beure hag o lavarout: Selaouit ouzh va mouezh!


Bremañ eta adreizhit hoc'h hentoù hag hoc'h oberoù, selaouit ouzh mouezh an AOTROU ho Toue, hag an AOTROU en devo keuz d'an droug a lavaras en hoc'h enep.


Trugarez a fell din ha nann aberzhoù, hag anaoudegezh Doue kentoc'h eget loskaberzhoù.


En aberzhoù a ginnigont din, ec'h aberzhont kig, hag e tebront anezhañ, met an AOTROU ne gav ket plijadur enno. Bremañ e teuio soñj dezhañ eus o direizhder hag e kastizo o fec'hedoù. Distreiñ a raint d'an Ejipt.


Mar gouefec’h ar pezh a dalv: Trugarez a fell din ha nann aberzhoù, n’ho pefe ket kondaonet tud didamall.


Gwalleur deoc’h, skribed ha farizianed pilpouzed! Abalamour ma paeit an deog war ar vent, war an aned ha war ar c’houmin, hag e lezit a-gostez ar pezh a zo ar muiañ talvoudek el lezenn, ar reizhder, an drugarez hag ar feiz. Ar re-se a oa an traoù a dleec’h d’ober, hep koulskoude dilezel ar re all.


lez eno da brof dirak an aoter ha kae da gentañ d’en em unvaniñ gant da vreur. Ha goude-se, deus ha kinnig da brof.


It eta ha deskit ar pezh a zo lavaret gant ar c’homzoù-mañ: Trugarez a fell din ha nann aberzhoù, rak n’on ket deuet evit gervel ar re reizh d’ar geuzidigezh, met ar bec’herien.


ha penaos karout anezhañ eus e holl galon, eus e holl soñj, eus e holl ene, eus e holl nerzh, ha karout e nesañ eveltañ e-unan a zo mui eget an holl loskaberzhoù hag ar sakrifisoù.


em eus lavaret: Ar Filistined a ziskenno bremañ a-enep din e Gilgal, ha ne'm eus ket pedet an AOTROU . Ha goude bezañ en em zalc'het, em eus kinniget al loskaberzh.


Neuze Samuel a lavaras da Saül: Graet ec'h eus follentez, ne'c'h eus ket miret ar gourc'hemenn en deus roet dit an AOTROU da Zoue. Rak an AOTROU en dije bremañ startaet da ren war Israel da viken.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos