Adlezenn 29:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
Setu komzoù an emglev en deus gourc'hemennet an AOTROU da Voizez ober gant mibien Israel e bro Voab, en tu-hont d'an emglev en doa graet ganto en Horeb.
Ar roue en em zalc'has e-kichen ar golonenn, hag a reas emglev dirak an AOTROU, da gerzhout war-lerc'h an AOTROU, ha da virout e c'hourc'hemennoù, e destenioù hag e reolennoù, a holl galon hag a holl ene, en ur ober hervez komzoù an emglev skrivet el levr-se. Hag an holl bobl a asantas d'an emglev-se.
Hag an AOTROU a lavaras din: Embann an holl gomzoù-se dre gêrioù Juda ha dre straedoù Jeruzalem, o lavarout: Selaouit komzoù an emglev-mañ ha grit hervezo.
nann evel an emglev am eus diazezet gant o zadoù en deiz ma em eus kemeret anezho dre an dorn hag em eus tennet anezho eus bro Ejipt, an emglev o deus torret, petra bennak ma oan bet ur pried evito, eme an AOTROU.
Hag e roin an dud o deus torret va emglev ha n'o deus ket sevenet komzoù an emglev o doa lavaret dirazon, p'o deus tremenet etre an daou hanter eus al leue o doa troc'het,
C’hwi a zo mibien ar brofeded hag eus an emglev en deus Doue graet gant hon tadoù, o lavarout da Abraham: Holl bobloù an douar a vo benniget en da lignez.
Setu ar c'homzoù a lavaras Moizez da Israel a-bezh, en tu-mañ d'ar Jordan, er gouelec'h, er blaenenn a-dal da Suf, etre Paran, Tofel, Laban, Hazerod ha Di-Zahab.
Hag an AOTROU a adkaso ac'hanout d'an Ejipt war listri, dre an hent am eus lavaret dit diwar e benn: N'en adweli ken! Hag eno en em werzhot d'hoc'h enebourien evel sklaved ha mitizhien, ha ne vo den d'ho prenañ.
Moizez a zastumas holl Israel hag a lavaras: Gwelet hoc'h eus kement en deus graet an AOTROU dirak ho taoulagad e bro Ejipt, da Faraon, d'e holl servijerien ha d'e holl vro,
Az pez soñj eus an deiz ma en em zalc'hjout dirak an AOTROU da Zoue en Horeb, pa lavaras an AOTROU din: Dastum din ar bobl, hag e rin dezho klevout va c'homzoù evit ma teskint doujañ ac'hanon e-pad an holl zeizioù ma vevint war an douar hag evit ma henn kelennint d'o mibien.
Taolit evezh gant aon na ankounac'hafec'h an emglev en deus graet an AOTROU ho Toue ganeoc'h ha na rafec'h ur skeudenn gizellet pe un taolennadur eus un dra bennak, ar pezh en deus difennet ouzhit an AOTROU da Zoue.
nann un emglev evel an hini am eus graet gant o zadoù en deiz ma em eus kemeret anezho dre an dorn hag em eus tennet anezho eus bro Ejipt; rak n’o deus ket kendalc’het em emglev hag em eus o dilezet, eme an Aotrou.