Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




Hebreed 8:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

9 nann un emglev evel an hini am eus graet gant o zadoù en deiz ma em eus kemeret anezho dre an dorn hag em eus tennet anezho eus bro Ejipt; rak n’o deus ket kendalc’het em emglev hag em eus o dilezet, eme an Aotrou.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

9 n’e ket eun allians evel an hini a riz gant ho zadou, en deiz ma crogiz en ho dorn, evit ho zenna euz a zouar an Egypt; rag n’ho deuz ket kendalc’het em allians, hag em euz ho dilezet, eme an Aotrou.

Ver Capítulo Copiar




Hebreed 8:9
44 Referencias Cruzadas  

Hag evel ma talee, an dud-se a grogas en e zorn. Kemer a rejont ivez dorn e wreg ha re e ziv verc'h, dre ma felle d'an AOTROU e espern. Degas a rejont anezhañ er-maez eus kêr.


Setu, Doue ne daol ket kuit an den eeun, met ne vo ket dorn-ha-dorn gant ar re zrouk.


Hag e lakaas e bobl da vont er-maez gant laouenidigezh, e re zibabet gant kanaouennoù a levenez.


Graet ec'h eus da hent er mor, da wenodennoù en doureier bras, ha da roudoù n'int ket bet anavezet.


Mont a rejont a-dreñv hag e voent disent evel o zadoù. Treiñ a rejont evel ur gwareg touellus.


Distroet int buan eus an hent em boa merket dezho. Graet o deus ul leue teuzet, daoulinet o deus dirazañ, aberzhet o deus dezhañ ha lavaret o deus: Setu da zoueoù, o Israel, ar re o deus da lakaet da bignat eus bro Ejipt.


Eñ a respontas: Setu e ran un emglev. Ober a rin dirak da holl bobl burzhudoù n'int ket bet graet war an douar holl ha nag e-touez pobl ebet. An holl bobl a welo oberenn an AOTROU , rak ar pezh ez an d'ober ganit a vo un dra spontus.


Piv eo an hini a bign eus ar gouelec'h, harpet goustadik ouzh he muiañ-karet? Da zihunet em eus dindan an avalenn; eno, he deus da c'hanet da vamm, el lec'h-se he deus da c'hanet an hini he deus bugaleet ac'hanout.


Peuriñ a raio e zeñved evel ur mesaer, dastum a raio e oaned gant e zivrec'h, dougen a raio anezho en e varlenn, ren a raio a re a ro da zenañ.


Rak me eo an AOTROU da Zoue, me a grogin ez torn dehou, hag e lavarin dit: Na'z pez ket aon, da sikour a rin.


N'eus den evit ren anezhi, a-douez an holl vibien he deus ganet. N'eus den evit kregiñ en he dorn, a-douez an holl vibien he deus desavet.


En o holl enkrezioù eo bet enkrezet, ael e zremm en deus o dieubet, eñ e-unan en deus o dasprenet en e garantez hag en e drugarez, o harpet en deus, o douget en deus en deizioù a wechall.


nann evel an emglev am eus diazezet gant o zadoù en deiz ma em eus kemeret anezho dre an dorn hag em eus tennet anezho eus bro Ejipt, an emglev o deus torret, petra bennak ma oan bet ur pried evito, eme an AOTROU.


Dremm an AOTROU he deus o stlabezet, ne sello ken outo. N'o deus ket doujet an aberzhourien, n'o deus ket bet truez ouzh ar re gozh.


Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Ober a rin dit evel ma ec'h eus graet, pa ec'h eus disprizet al le en ur derriñ an emglev.


Evel ma tremenen en da gichen, e welis ac'hanout, ha setu, da oad a oa an oad da zimeziñ. Hag ec'h astennis warnout pleg va mantell, hag e c'holois da noazhder. Hag e touis dit, hag e ris un emglev ganit, eme an Aotrou AOTROU, ha din e oas.


Mar kinnigit loskaberzhoù ha donezonoù, ne blijont ket din, ne sellin ket ouzh hoc'h aberzhoù a drugarekadennoù a reot gant ho leueoù lart.


Ha setu un eil tra a rit: Goleiñ a rit a zaeroù aoter an AOTROU, a oueladegoù hag a huanadoù, e doare ma ne sell ken ouzh ar brofadenn, ha ne gemer ken plijadur er pezh a zeu eus ho taouarn.


Kemer a reas dorn an dall hag en kasas er-maez eus ar bourc’h. Krañch a lakaas war e zaoulagad hag, o vezañ lakaet e zaouarn warnañ, e c’houlennas digantañ hag eñ a wele un dra bennak.


Bremañ setu, dorn an Aotrou a zo warnout, hag e vi dall ha ne weli ket an heol e-pad ur pennad. Raktal e kouezhas warnañ ur vrumenn hag un deñvalijenn, hag, o treiñ amañ hag ahont, e klaske ur re bennak da ren anezhañ gant an dorn.


Hennezh eo an hini o zennas er-maez, oc’h ober burzhudoù ha mirakloù e bro-Ejipt, er Mor Ruz hag el lec’h distro, e-pad daou-ugent vloaz.


Saol a savas a-ziwar an douar hag, o vezañ digoret e zaoulagad, ne wele netra. En blegnjont gant an dorn hag en kasjont da Zamask.


An traoù-mañ a zo evel ur skeudenn, rak an div wreg-se a zo an daou emglev. Unan eus Menez Sinai, a c’han evit ar sklavelezh, Agar eo,


Setu komzoù an emglev en deus gourc'hemennet an AOTROU da Voizez ober gant mibien Israel e bro Voab, en tu-hont d'an emglev en doa graet ganto en Horeb.


evit mont e-barzh emglev an AOTROU da Zoue, a ra gant le an AOTROU da Zoue ganit hiziv,


Hag e vo respontet: Dre m'o deus dilezet emglev an AOTROU, Doue o zadoù, en doa graet ganto p'en deus tennet anezho eus bro Ejipt,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios