Setu ar re niveret eus tiegezhioù ar Gehatited, an holl re a servij e teltenn an engalv, niveret gant Moizez hag Aaron evel m'en doa gourc'hemennet an AOTROU da Voizez.
Setu ar reolennoù hag ar barnedigezhioù a virot, diouto e reot er vro a ro deoc'h an AOTROU, Doue da dadoù, evit he ferc'hennañ, e-pad an holl amzer a vevot war an douar.
Mont a reot war-lerc'h an AOTROU ho Toue hag e toujot anezhañ. Mirout a reot e c'hourc'hemennoù hag e sentot ouzh e vouezh, servijañ a reot anezhañ hag en em stagot outañ.
Setu komzoù an emglev en deus gourc'hemennet an AOTROU da Voizez ober gant mibien Israel e bro Voab, en tu-hont d'an emglev en doa graet ganto en Horeb.
Setu, kelennet em eus deoc'h ar reolennoù hag ar barnedigezhioù, evel m'en deus gourc'hemennet din an AOTROU va Doue, evit ma reot diouto e-kreiz ar vro ma'z eot e-barzh d'he ferc'hennañ.
Setu ar gourc'hemennoù, ar reolennoù hag ar barnedigezhioù en deus gourc'hemennet an AOTROU ho Toue deskiñ deoc'h, evit ma reot diouto er vro ma'z eot e-barzh d'he ferc'hennañ,