En deiz-se, an AOTROU a reas un emglev gant Abram, o lavarout: Me a ro ar vro-mañ da'z lignez, adalek stêr an Ejipt betek ar stêr vras, ar stêr Eufratez,
An AOTROU en em ziskouezas dezhañ en noz-se hag a lavaras: Me eo Doue Abraham da dad. Na'z pez ket aon, rak e vin ganit hag e vennigin ac'hanout hag e kreskin da lignez abalamour da Abraham va servijer.
Setu, me a zo ganit hag e tiwallin ac'hanout e kement lec'h ma'z i, hag e tegasin ac'hanout er vro-mañ rak ne zilezin ket ac'hanout ken em bo graet ar pezh am eus lavaret.
Setu perak lavar da vibien Israel: Me eo an AOTROU , me a denno ac'hanoc'h a-zindan bec'hioù an Ejipsianed, me a zieubo ac'hanoc'h eus ho sklaverezh, me a zaspreno ac'hanoc'h dre ur vrec'h astennet ha barnadegoù bras.
Me a lakaio ac'hanoc'h da vont er vro am eus savet va dorn diwar he fenn, da reiñ anezhi da Abraham, da Izaak ha da Jakob, hag e roin anezhi deoc'h evel perc'henniezh, me an AOTROU .
Koulskoude em eus tennet va dorn, ha graet em eus-se abalamour da'm anv, evit na vefe ket disakret dirak daoulagad ar broadoù, em boa o zennet dirak o daoulagad.
Koulskoude em eus graet abalamour da'm anv, evit na vefe ket disakret dirak daoulagad ar broadoù en em gave en o zouez, hag e oan en em roet dezho da anavezout dirazo, evit o zennet eus bro Ejipt.