An AOTROU a gomzas da Voizez e gouelec'h Sinai, e teltenn an engalv, d'an deiz kentañ eus an eil miz, en eil bloaz goude ma oant aet kuit eus bro Ejipt, o lavarout:
D'an daou-ugentvet bloaz, d'an unnekvet miz, d'an deiz kentañ eus ar miz, Moizez a lavaras da vibien Israel kement en doa gourc'hemennet an AOTROU dezhañ evito,
Setu komzoù an emglev en deus gourc'hemennet an AOTROU da Voizez ober gant mibien Israel e bro Voab, en tu-hont d'an emglev en doa graet ganto en Horeb.
Setu, kelennet em eus deoc'h ar reolennoù hag ar barnedigezhioù, evel m'en deus gourc'hemennet din an AOTROU va Doue, evit ma reot diouto e-kreiz ar vro ma'z eot e-barzh d'he ferc'hennañ.